Donemat ! An DROUIZIG, anvet Korvigelloù An Drouizig diagent, zo ur gevredigezh krouet e Gwened, Mor-Bihan, e miz Ebrel 2003 evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok.
Spisaet eo bet hec'h obererezhioù war dachenn ar c'halvezerezhioù nevez nemetken, urzhiataerioù personel, PDA, hezougelloù, porzhiadoù bilhedoù...
War hol lec’hienn e kavoc’h meziantoù digoust da bellgargañ. Kavet e vo meziantoù frank evel ar merdeer Firefox, ar postelerezh Thunderbird, an heuliad burevek LibreOffice. An difazier brezhonek « An DROUIZIG Difazier » evit an heuliad kenwerzhel Microsoft Office, pep moulladur skoret ganeomp, Windows ha MacOSX.
Dre ar skiant-prenet bet tapet abaoe 2003 war dachenn an treiñ e vez kinniget gant ar meziantoù troet gant An DROUIZIG ur c'heriaoueg kempoell. Pa 'z eo ar geriaouegoù stabil e chomo an troidigezhioù efedus evit an arveriaded rak ne vo ket ret dezhe deskiñ-dizeskiñ gerioù disheñvel pa yay d'ur meziant d'egile. Ur vuhez niverel plijus hag efedus e brezhoneg ez eus tro da gaout dre ar meziantoù kinniget amañ.
Traoù all a gaver amañ a vo moaien da bellgargañ ivez : difazier brezhonek Hunspell evit LibreOffice, levrioù brezhonek niverelaet, nodrezhoù keltiek...
Ouzhpenn ar brezhoneg e kenlabour skipailh An DROUIZIG gant arbennigourien eus ar bed da sevel un difazier evit al latin, ar gresianeg kozh pe an okitaneg.
Raktresoù all tro-dro d'ar c’horseg, d'an tibeteg, d'ar c’hmereg zo bet boulc’het ivez e-pad ar bloavezhioù tremenet (2015-). Mard oc’h dedennet, kit e darempred ganeomp !