War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg?

An Drouizig ha Ti ar vro Gwengamp a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwengamp d'an Sadorn 24 a viz Meurzh da 6e30 da noz evit mont pelloc’h ganti.

Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c'hoarioù... A-bep seurt evit hoc'h urzhiataer hag ho poellgomzer.

Kregiñ a raio an nozvezh gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c'haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c'houde e vo an nozvezh staliañ da vat ! Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres www.openstreetmap.bzh !
Degasit hoc'h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc'h alc'hwez USB evit o brezhonekaat.

Kudenn ebet ma n'hallit ket erruout d'an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac'hanoc'h a-hed an nozvezh!