D'an 13 a viz Mezheven 2018 eo bet digoret ar raktres Mozilla Common Voice evit ar brezhoneg.

 

Meneget hon oa ar raktres-mañ en danevell evit ar Stal-labour troerien Mozilla e Berlin e miz Gwengolo 2017. D'ar mare-se e oa digoret ar raktres-mañ evit ar Saozneg hepken met embannet e oa bet ar pal ganto digeriñ da yezhoù all.

 

Mozilla Common Voice a zo ur raktres dastum roadennoù mouezh evit o lakaat en domani foran, gant ar pal implij anezho da sevel ostilhoù troet war-zu teknologiezhioù ar vouezh, gant ul lusker anaoudegezh ar vouezh evel pal pennañ.

Evit sevel raktresoù evel-mañ eo dav dastum ur c'hementad bras-kenañ a enrolladennoù. Setu perak e oa bet savet gant Mozilla ul lec'hienn hag un arload aes da implijout evit ma c'hallfe an holl enrollañ o mouezh en o buhez pemdez. Dav eo dastum enrolladennoù gant trouzioù en drekleur pe gant ur perzhded izel evit gallout sevel ul lusker a vo gouest da anaout ar vouezh e forzh peseurt endro ha forzh peseurt pouez-mouezh.

 

Al lusker DeepSpeech a zo implijet gant Mozilla, ha goulenn a ra un 10 000 eurvezh bennak evit bezañ gouest da sevel un anaouder dereat evit ar saozneg. Gant nebeutoc'h a eurvezhioù e vo gouest da sevel un ostilh diazez evit ar brezhoneg avat. Seul niverusoc'h, seul varrekoc'h e vo da gompren pouezioù-mouezh, distagadurioù ha troiennoù disheñvel.

 

Evit enrollañ frazennoù dre gomz eo ret kaout anezho dre skrid. D'en ober eo bet roet gant Ofis Publik ar Brezhoneg frazennoù implijet ganto evit magañ o zroer emgefreek. Gallout a rit kavout ar frazennoù-se war ar mirva github.

 

Penaos ober evit enrollañ ha kadarnaat frazennoù?

War al lec'hienn Common Voice e c'hallit kemer perzh war-eeun, war urzhiataer pe war bellgomzer hezoug. Ur wech erruet war al lec'hienn e c'hallit klikañ war an ere "Komzit, kemerit perzh amañ!" evit kregiñ ganti.

Teir frazenn da-heul a vo kinniget deoc'h neuze. N'ho peus nemet da glikañ war ar c'helc'h ruz da enrollañ, hag adklikañ ur wech lennet ar frazenn ganeoc'h. Ur wech enrollet an teir frazenn e vo tu deoc'h adselaou outo hag adenrollañ anezho m'ho peus faziet. M'eo dereat an teir frazenn e c'hallit kas ar frazennoù. Dalc'hit soñj n'eo ket dav kaout un distagadur disi nag un endro didrouz, ret eo e klotfe gant ur son enrollet er vuhez pemdez.

 

Gallout a rit ivez kadarnaat frazennoù bet enrollet gant tud all, evit bezañ sur eo bet lennet mat ha n'eus bet den oc'h enrollañ forzh petra. War ar bajenn degemer e c'hallit pouezañ war an tric'horn e-kichen ar frazenn kinniget evit selaou ar pezh a zo bet enrollet, ha respont "Ya" pe "Ket" hervez m'eo mat ar frazenn. Ur wech ouzhpenn, n'eus ket da gaout un enrolladenn a-vicher, ar pouezusañ eo ne vefe ket bet faziet en ul lenn ar frazenn.

>> Enrollit ho mouezh war Common Voice <<