An DROUIZIG, pe Korvigelloù An Drouizig diagent, zo ur gevredigezh krouet e Gwened e Mor-Bihan e miz Ebrel 2003 gant Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Gwenhael ar Menteg, he fal lakaat ar brezhoneg da vont war-raok.

Spisaet eo bet hec'h obererezhioù war dachenn ar c'halvezerezhioù nevez nemetken (urzhiataerioù personel, PDA, hezougelloù, porzhiadoù bilhedoù...)

Istor ar raktres

Krouet eo bet An DROUIZIG gant tri den entanet gant sevenadur Breizh, Philippe Basciano-Ar Gall, Alan Monfort ha Gwenhael ar Menteg. Neuze e oant an holl anezhe izili eus K.S.G. (Kelc'h Sevenadurel Gwened), krouet gant Tugdual Kalvez. Kinnig binvioù niverel da aesaat deskiñ ar brezhoneg e oa pal pennañ An DROUIZIG.

Da gentañ e oa enni :

  • Philippe, arbennigour war ar c'halvezouriezhoù niverel, ez-skoliad eus lise Sant-Charlez e Sant Brieg, eus klasoù prientiñ eus lise Kerichen Brest hag ijinour, bet e ziplom digant Telecom Nancy, e 1996.

  • Alan, gantañ un aotreegezh war al Lizhiri arnevez, yezhour plijet gant an nevezc'herioù, bet skrivet gantañ Gerioù evit komz brezhoneg bemdez. Kalz troidigezhioù zo bet graet gantañ, en o zouez bandennoù treset (Gaston Lagaffe...).

  • Gwenhael, gantañ ur vestroniezh war ar brezhoneg digant Skol-Veur Roazhon II, bet kelenner war ar brezhoneg, mab ar yezhour eus Brec'h Turiaw ar Menteg ha filhor ar yezhour Fañch Morvannoù.

E 2009 eo bet kresket ar skipailh a orin gant Michel Nedeleg, eus Bro Vigoudenn, paotr ar stlenneg anezhañ ha Denis Arnaud, eus Naoned, gwazour kenwerzh anezhañ. Kadoriad An DROUIZIG eo c'hoazh Denis e 2013.

He labourioù diazez

War meur a raktres e labour An DROUIZIG abaoe 10 vloaz. E-touez ar re bouezusañ :

  • Ergrafañ ha seveniñ un difazier evit ar reizhskrivadur hag ar c'hevreadur evit ar brezhoneg « An DROUIZIG Difazier ». Dalc'het eo e ratre, endouget eo bet evit meur a veziant ha brudet eo gant ar gevredigezh.

  • Treiñ e brezhoneg meziantoù a vez azasaet ouzh ur yezh all, peurliesañ dre ul lañvaz digor. Ar pep gwellañ eo treiñ meziantoù savet evit meur a reizhiad korvoiñ (Windows, GNU/Linux, MacOS X…), n'eo ket dre ret avat.
  • Kinnig ha gwellaat skoroù evit ar yezhoù ha/pe ar meziantoù e brezhoneg. Gant ar rummad-mañ ez eus ur bern obererezhioù kenereet tamm pe damm :
    • Skrivañ geriaouegoù evit lakaat brizhyezh ar stlenneg da vezañ komprenet. Gerva ar stlenneg zo bet savet da renabliñ ar gerioù graet gante e-pad an treiñ.
    • Skrivañ kelennskridoù da gelenn penaos ober gant ar meziantoù.
    • Peurlipat hag endougen nodrezoù gouezelek ha keltiek betek mentrezh Unicode 16 eizhbit.
    • Ergrafañ ha gwerzhañ ur c'hlavier mod C'HWERTY kempennet evit ar brezhoneg, an esperanteg hag ar yezhoù all gant arouezennoù diforc'hus peurliesañ (diviet eo ar c'henderc'had-mañ hiziv)...

Dre ar skiant prenet bet tapet abaoe 2003 war dachenn an treiñ e vez kinniget gant ar meziantoù troet gant An DROUIZIG evel Mozilla Firefox, Mozilla Thunderbird, LibreOffice, The Gimp pe Inkscape ur c'heriaoueg kempoell. Pa'z eo ar geriaouegoù stabil e chomo an troidigezhioù efedus evit an arveriaded rak ne vo ket ret dezhe deskiñ-dizeskiñ gerioù disheñvel pa yay d'ur meziant d'egile. Ur vuhez niverel plijus hag efedus e brezhoneg ez eus tro da gaout dre ar meziantoù-mañ.

Pajennadoù da vrudañ he labourioù ha labourioù tud all a zalc'h An DROUIZIG gant ma chomint war he zachenn oberiantiz. En he dielloù ez eus teuliadoù pe gendivizoù diwar-benn troidigezh ar meziantoù evit ar brezhoneg pe, gant un doare ledanoc'h evit ar yezhoù bihanaet, eus rannvroioù, lakaet diaes o buhez rak n'int ket ken donezonet hag ar brezhoneg.

Prezegennoù e galleg a ginnig An DROUIZIG ivez evit diskouez he labourioù, displegañ he dibaboù…

Traoù all kaset da benn

  • Deverket eo bet ar voneg pivelezh (LCID) 0x047e=1150 d'ar brezhoneg gant Microsoft e dibenn 2006. Goulennet eo bet e 2002 gant An DROUIZIG, bountet warni gant Ofis ar Brezhoneg war-lerc'h. Drezi e vez graet troidigezh meziantoù Microsoft e brezhoneg, da gentañ penn he reizhiad korvoiñ Windows hag he heuliad burevek Office.

  • Lakaet kefridiel eo bet ar brezhoneg e-barzh kenderc'hadoù ensavidigezh Mozilla, gant An DROUIZIG, skoazellet gant nebeut a dud. Gant An DROUIZIG eo ardoet an troidigezhioù.

  • Kemeret eo bet e kont gant OpenOffice.org ar yezhoù br-FR (brezhoneg) ha la-VA (latin).

  • Kemeret eo bet e kont gant OpenOffice.org teir yezh all eus Bro-C'hall (tahitianeg, shimaoreg, kibuchieg).

  • Skrivet ez eus bet sturioù evit klavieroù arbennik evit yezhoù dre arouezennoù diforc'hus. Ur stur evit ur c'hlavier keverlec'h gant AZERTY zo bet savet evit an esperanteg da skouer. Sturioù all zo bet skrivet evit ar shimaoreg, ar peuleg pe an eweeg.

  • Un difazier reizhskrivadurel zo bet krouet evit al latin COL gant An DROUIZIG. Skiantourion war ar Grennamzer pe dud an Iliz a ra gantañ.

Live yezh ha dibaboù gerioù

Anavezet eo An DROUIZIG en abeg d'he dibaboù gerioù. Lakaet eo bet e pleustr a-dost labourioù Guy Etienne, savet gantañ Geriadur ar Stlenneg, embannet gant Preder e 1995. Hêrez war-eeun d'ar Skol SADED, e kinnig Preder ul labour nevezc'heriañ e brezhoneg a zo troet davet amprestañ, adkelc'hiañ pe c'hoveliañ gerioù nevez diazezet war gwriziennoù brezhonek pe geltiek (brezhoneg, henvrezhoneg, krennvrezhoneg, kembraeg, galianeg...). Ganti e vez laosket a-gostez gant un doare emgefreek pe dost ar gerioù « etrevroadel » pe dapet diouzh ar galleg.

Rebechet ez eus bet ouzh An DROUIZIG testennoù re « zigomprenadus », troidigezhioù diaes evit ar re n'o deus ket desket. A-enep d'ar rebechoù-se he deus respontet An DROUIZIG e oa bet tennet he geriaoueg diouzh labourioù anavezet, embannet, lavaret talvoudus gant arbennigourion, labourioù a roe d'An DROUIZIG un azez labour sirius hag aes da gorvoiñ.

An DROUIZIG, evit dazont ar brezhoneg