War ar stern emañ « An Drouizig Difazier » evit Microsoft Office 2008 ha 2011 (MacOSX). A-raok pell e vo posupl e bellgargañ dindan e stumm klok.
Ar pakad « beta » a zo hegerz hiziv ha gallout a ra bezañ pellgarget amañ (v0.5, hizivaet d'an 28 a viz Mae 2013). Diwallit, dre m'eo skoret ar brezhoneg ent-ofisiel adalek MacOffice 2016 hepken e ranker dibab ur yezh all, ar svedeg, er programm evit dielfennañ an destenn e brezhoneg.