War ar pembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg?

An Drouizig ha Brezhoneg e Gwened a ginnig deoc’h un abadenn staliañ e Gwened d'an Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d'enderv evit mont pelloc’h ganti.

Brezhonekait ho stlenneg! Difazier, meziantoù, c'hoarioù... A-bep seurt evit hoc'h urzhiataer hag ho poellgomzer.

Kregiñ a raio an abadenn gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c'haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c'houde e vo an atalier staliañ da vat!

Tud OpenStreetMap vo ganeomp evit diskouez ar raktres www.openstreetmap.bzh !
Ur raktres-kenlabour savet gant kenoberourien OSM eo OpenStreetMap.bzh. Lakaat war OSM, ar gartenn enlinenn frank, lec’hanvioù hag anvioù poentoù heverk e brezhoneg eo ar pal.

Dalc'hit soñj eus an deiziad hag eus al lec'h: d'ar Sadorn 10 a viz Meurzh da 2e d'enderv en davarn "Warpzone" 10 straed al Lezenn (rue de la loi) . Digor eo d'an holl [vrezhonegerien].
Ha degasit hoc'h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc'h alc'hwez USB evit o brezhonekaat.

Daoust bezañ digoust an enderviad staliañ evidoc'h, gwenneien a vo tu deoc'h profañ evit kemer perzh e priz an evaj...

PS : Kudenn ebet ma n'hallit ket erruout d'an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac'hanoc'h a-hed an abardaez !