Abaoe an distro skol 2013 e kenlabour skipailh An Drouizig gant panOccitan.org da sevel un difazier okitaneg evit Microsoft Office. Savet eo bet kalon an difazier gant Marc Lavaud diwar labour yezhoniel Hervé Cassignac.

Pellgargañ

Abaoe miz Kerzu 2020 ez eo posupl pellgargañ ur pakad klot a zo ennañ stumm diwezhañ an difazier evit holl stummoù an heuliad Microsoft Office. Gant ar pak-mañ e teu ur programm staliañ a gavo pe stumm Office ho peus war hoc’h urzhiataer hag a ginnigo deoc’h pe stumm an difazier a vo staliet.

Mard oc’h sur pe stumm Office a zo war hoc’h urzhiataer e c’hallit atav pellgargañ ar pak skañvoc’h a glot mat gantañ :

Ha penaos gouzout pe embannadur eus Microsoft Office a zo staliet war ma urzhiataer, 32 pe 64 bit ?

Savadenn war ar stern : d'ar Meurzh 1añ a viz Kerzu 2020 (savadenn m11).