Staliañ askouezhioù

A-benn staliañ un askouezh, grit evel-se :

1. Pellgargit an askouezh diouzh al lec'hienn-mañ hag enrollit eñ war ho kantenn galet en ul lec'h dibabet ganeoc'h.

 

2. E LibreOffice, diuzit Ostilhoù > Ardoer an askouezhioù diwar barrenn al lañser.

 

 

3. War boestad emziviz Ardoer an askouezhioù, klikit war Ouzhpennañ.

 

 

4. Ur prenestr da furchal e-touez ar restroù a ya war-wel. E boestad emziviz Ouzhpennañ  askouezhioù e kavot ar restroù e-barzh teuliadoù ho reizhiad. OXT eo askouezhadenn ar restroù mod askouezh.

5. Kavit restr an askouezh a fell deoc'h staliañ ha klikit war Digeriñ.

 

6. Mard hoc'h eus staliet an askouezh-mañ a-raok e vo goulennet diganeoc'h pouezañ war Mat eo da gadarnaat hag-eñ e fell deoc'h flastrañ an handelv kozh gant an handelv nevez. Pouezit war Nullañ mar fell deoc'h dilezel ar staliañ.

7. Asantit d'al lañvaz dre glikañ war Asantiñ.

 

 

8. Ur wech peurechu ar staliañ emañ an askouezh war roll boestad emziviz Ardoer an Askouezhioù.

 

Talvoudus eo an doare d'ober-mañ evit holl askouezhioù LibreOffice. Ur bern traoù zo da bellgargañ amañ.

9. Evit lakaat LibreOffice da reizhañ ar brezhoneg eo dav daskemmañ yezh an destenn. Dre lañser an arouezennoù e vez graet an dra-se. Mentrezh > Arouezennoù

 

 

 

10. Ma ne welit ket an arlun « ABC » dirak « Brezhoneg », adlañsit hoc’h urzhiataer evit gweredekaat ar staliañ.