An Drouizig Difazier, savet evit Microsoft Office, a zo bet amdroet a-zarn d'ar mentrezh Hunspell gant Philippe.

OpenOffice.org hag an arloadoù Mozilla (Firefox ha Thunderbird) a c'hall arverañ anezhañ.

Pellgargañ an difazier end-eeun amañ (pakad Zip) pe amañ (askouezh LibreOffice). Adlañsit hoc’h urzhiataer goude ar staliañ

 

LibreOffice hag OpenOffice.org

Evit staliañ an difazier Hunspell evit LibreOffice/OpenOffice.org, pellgargit an askouezh (mentrezh oxt) diouzh al lec'hienn-mañ ha digorit anezhañ gant OpenOffice.

Evit lakaat OpenOffice.org da reizhañ ar brezhoneg eo dav daskemmañ yezh an destenn. Dre ar stil dre ziouer pe dre lañser an arouezennoù e c'hellit ober an dra-se.

Dre lañser an arouezennoù :

Dre stil dre ziouer

Firefox ha Thunderbird

Evit staliañ an difazier Hunspell evit Firefox pe Thunderbird, pellgargit an askouezh (mentrezh xpi) diouzh al lec'hienn-mañ ha digorit anezhañ gant Firefox pe Thunderbird. Evit lakaat Firefox da reizhañ ar brezhoneg e-lec'h ur yezh all, klikit a-zehou war an destenn ha kemmit ar yezh.

Reizhiadoù dieub

Lakaat hegerz evit an holl arloadoù dindan GNU/Linux (OpenOffice, arloadoù Mozilla, pe re all, hag a zo oc'h arverañ hunspell) e c'hallit. An difazier hag an displegadenn staliañ (e mentrezh testenn) a zo en diell-mañ.

Lañvazioù :

  • Mozilla Public License, handelv 1.1 pe nevesoc'h (MPL)
  • GNU General Public License, handelv 2 pe nevesoc'h (GPL)
  • GNU Lesser General Public License, handelv 2.1 pe nevesoc'h (LGPL)

Diwar Hunspell (Wikipedia)