Aes eo staliañ an Difazier Hunspell war MacOSX. Gant ar reizhiad e teu an embanner testenn TextEdit.

Evit ober gant ar brezhoneg e-barzh TextEdit :

    1. Pellgargit an difazier Hunspell.
    2. Dizipit ar restroù .aff ha .dic e-barzh an teul /Library/Spelling.
    3. Adlañsit ar reizhiad evit ma vo oberiant an difazier nevez staliet.
    4. E-barzh TextEdit, Ctrl+Klik, dibabit « Orthographe et Grammaire » ha diuzit ar yezh Breton (Bibliothèque).

 

Gant Microsoft Word eo posupl ober gant An Drouizig Difazier, kit war ar bajenn-mañ evit gouzout hiroc’h.