Dibenn-sizhun an 23 hag ar 24 a viz Gwengolo zo bet dalc'het gant Mozilla ur c'hendalc'h etre troerien Firefox e Berlin. Heñvel e oa ouzh reoù e Bangor hag e Dulenn, met ar wech-mañ e oa niverus ar yezhoù pedet. Ouzhpenn ar yezhoù keltiek (Brezhoneg, Kembraeg ha Skoseg, ne oa gouest Iwerzhoneger ebet da zont) e oa ivez yezhoù germanek, slaveg, baltek ha finnek.
Degemeret e oa bet an droerien e sez Mozilla e Berlin e-pad daou zevezh evit eskemm hag ivez evit ma vefe kinniget gant Mozilla petra a vo graet ganto en amzer da zont.
Liesseurt e oa an danvezioù eskemm, gouestlet d'an ostilhoù treiñ dreist-holl, met ivez da draoù ledanoc'h. Ur mare pouezus eo bet ivez evit eskemm gant an droerien all evit komz eus ar pezh a vez kaset ganto da benn.
 

https://pbs.twimg.com/media/DKgUBq8W0AYrWFg.jpg

Troerien hag implijidi Mozilla e burevioù Mozilla Berlin

Firefox Quantum

 
Firefox Quantum eo handelv da zont Firefox. En Beta emañ c'hoazh met dont a raio war urzhiataerioù an implijerien ordinal d'ar 14 a viz Du 2017 gant ar pal kevezañ ar merdeer Google Chrome, an hini implijet ar muiañ. Kalz primoc'h e vo Firefox Quantum eget an handelvoù kent ha kemmet eo bet ar c'hetal evit gwellaat an arnod merdeiñ.
 

L20n / Fluent

 
Un doare nevez da dreiñ meziantoù eo Fluent. Krouet eo bet gant Mozilla evit troidigezh he meziantoù, met gallout a ra bezañ implijet evit treiñ meziantoù all. Pouezus eo ar c'hemm-se evit ar brezhoneg dre ma vo tu da dreiñ en ur zoujañ ouzh ar c'hemmadurioù goude an niverennoù, da skouer. Donedigezh Fluent a zegaso ivez an tu da gemmañ yezh Firefox en un doare aes ha prim. Ne  vo ket da adloc'hañ ar meziant ken evit en ober, ar pezh a zo talvoudus evit an tiegezhioù divyezhek.
Eskemmoù a zo bet diwar-benn ar pezh a c'hallfe bezañ graet evit treiñ bruderezhioù Firefox er yezhoù-bro. Posupl e vefe an dra-mañ a-drugarez d'an opendesign. Posupl e vefe marteze a-walc'h ivez istitlañ ar videoioù evit kinnig ar pezh a vez graet gant Mozilla.  
 

Moses-smt

 
Ur meziant troidigezh emgefreek eo moses-smt a za en-dro en ur ebarzhiñ testennoù divyezhek ha sevel tebegoù evit kavout e-unan penaos treiñ an troiennoù kaset dezhañ. Amprouet eo bet gant ar gembraegerien en ur reiñ d'ar meziant teuliaouegoù disheñvel evit kaout luskerioù troidigezh arbennik. Gant testennoù divyezhek breujoù Kembre e c'hallont kinnig un troer barrek da dreiñ frazennoù en ur c'hemperzh lezennel ha politikel. En ul lakaat troidigezhioù meziantoù int barrek da ginnig un troer arbennik war ar meziantoù. Kement-se a zo talvoudus evit skoazellañ an droerien n'o defe ken nemet da reizhañ labour an troer emgefreek kentoc'h eget treiñ war-eeun.
E-pad an dibenn-sizhun o deus kenlabouret Kembreiz ha Breizhiz evit magañ moses-smt gant troidigezhioù brezhonek. Kalonekaus eo an disoc'hoù kentañ ha marteze e c'hallo skoazellañ an droidigezh meziantoù.
Skouer eus arnodoù war moses-smt gant troidigezhioù brezhonek Firefox. Labour a chom c'hoazh!
 

Mozilla Common Voice

 
Ur raktres anaoudegezh ar vouezh savet gant Mozilla evit krouiñ ul lusker anaout ar vouezh gant roadennoù foran eo Mozilla Common Voice. War lec'hienn ar raktres e c'haller enrollañ e vouezh evit ma vefe ouzhpennet er stlennvon mouezhioù. Ret eo d'al lusker bezañ gouest da anavezout ar rannyezhoù, ar pouezioù-mouezh disheñvel, pe evit kompren zoken doareoù distripañ ispisial hag ar pezh a vez lâret en un endro trouzus.
Kroget eo ar raktres evel un doare da ginnig un diskoulm frank d'an ostilhoù evel "Alexa" (anaoudegezh mouezh Amazon) pe "Ok Google". Ar pal n'eo ket morailhañ an teknologiezh-mañ met ober a-seurt ma vezo digor d'an holl ha mirout ouzh ar fed ma vefe diorroet seurt teknologiezhioù gant an embregerezhioù bras evit ar yezhoù a vo dedennus postañ arc'hant enno hepken.
Evit ar mare eo digor ar raktres evit ar Saozneg hepken. Hervezo zo ezhomm eus 10 000 eurvezh enrolladennoù evit sevel al lusker, ar pezh a gemerfe ouzhpenn 3 bloaz da zastum evit ar saozneg hepken. Abalamour da se eo emaint o labourat evit kavout doareoù efedusoc'h da zastum mouezhioù ha da sevel an anaouder. En amzer da zont e vo klasket digeriñ ar raktres d'ur yezh all. Moarvat e vo ur yezh vras all, daoust m'eo bet kinniget gant lod e vefe arouezius kaout evel eil yezh unan bihanoc'h evel ar c'hembraeg. Kembreiz o deus labouret war an teknologiezh-se endeo.
 
https://pbs.twimg.com/media/DKowXbjWkAAbi6I.jpg
Dewi, Gwenn, Delyth ha Pêr e Burevioù Mozilla Berlin. Dewi ha Delyth a labour e skol-veur Bangor (Kembre) war teknologiezhioù ar yezh e Kembraeg.