Evel bep bloaz ez eo gouestlet miz Meurzh d'an darvoudoù a lak ar Brezhoneg war-wel. Abaoe un nebeud bloavezhioù eo pedet izili An Drouizig un tamm e pep lec'h e Breizh evit kinnig nozvezhioù staliañ evit skoazellañ an dud da staliañ meziantoù pe difazieroù war o urzhiataer, pe arloadoù war o fellgomzer.
A-gevred gant OpenStreetMap.bzh e vezomp peurliesañ, a ginnig penaos implij ha kendeurel war ar gartenn digor e brezhoneg.
Evit miz Meurzh 2019 e vo aozet 3 nozvezh :
14 a viz Meurzh e Sant-Ervlan
Stal "Brezhonekaat an urzhiataer" aozet gant Kentelioù an Noz, er greizenn Yezhoù ha Sevenadur, 12, bali an Angevinière, 44800 Sant-Ervlan. Adalek 7e noz.
22 a viz Meurzh e Plerin
Nozvezh staliañ aozet gant an davarn Mar'mousse, e Plerin, 25 straed Adolphe Le Bail. Adalek 6e30 noz.
23 a viz Meurzh e Lannuon
Abadenn kartennaouiñ e brezhoneg aozet gant ti-kêr Lannuon. Pedet omp ivez da ginnig hol labour. Dalc'het e vo en Egor Santez-Anna, 2 straed Kerampont, adalek 6e noz.
Deuit niverus da vrezhonekaat hoc'h urzhiataer hag ho kartennoù!