GOULENNAOUEG DLDP

 

DLDP a ro lañs d’an enklask kentañ diwar-benn ezhommoù yezherien ar yezhoù en arvar war dachenn an niverel

The Digital Language Diversity Project (DLDP) a zo krog gant pazenn gentañ e enklask diwar-benn an ezhommoù o tennañ d’an niverel e peder yezh vihanniver: brezhoneg, sardeg, euskareg ha karelianeg.

Er sizhunioù a zeu e kaso raktres DLDP e c’houlennaoueg d’ur bern aozadurioù a labour evit kas ar yezhoù-se war-raok.

Disoc’hoù an enklask a vo dielfennet ha sikour a raint kenurzhierien ar raktres da zivizout petra a vefe an doare gwellañ da ziorren skoroù niverel evit ar yezhoù-se ha da sevel ur c’hit da chom bev er bed niverel (Digital Language Survival Kit).

Gant an enklask-mañ e vo ivez ar wech kentañ ma vo studiet ezhommoù yezherien eus yezhoù en arvar war dachenn an niverel. Kinnig a raio ur sell resis war an doare ma wel an aozadurioù zo war an dachenn hag ar re a gomz ar yezh o-unan an doare ma fell dezho e vefe diorroet o yezh e bed an niverel d’ar re a zo e karg da ziorren ar yezh ha d’ar skolioù-meur.

En tu-hont da se e vo savet ur Gartenn-hent evit Liesseurted ar Yezhoù er bed Niverel (Road Map for Digital Language Diversity). Gallout a raio heñchañ ar re a sav ar politikerezh yezh hag ar re a zo empleget ennañ evit kavout penaos e c’hallfe an aozadurioù a bled gant ar yezh hag ar re zo ar galloud politikel ganto diorren binvioù niverel da sikour buhezekaat ar yezhoù bihanniver en arvar.

Ar raktres DLDP, skoazellet gant programm Erasmus Plus UE, a zo renet gant an Dr. Claudia Soria eus Ensavadur ar Yezhoniezh Stlennegel er Consiglio Nazionale delle Ricerche e Pisa, Italia. Kemer a ra perzh : European Language Equality Network (ELEN), JGU-SNEB e Skol-veur Mainz, an aozadur euskarat Elhuyar, ha Kevredigezh ar C’harelianeg.

An Dr Soria he deus lavaret d’ar gazetennerien :

 « Mall-bras zo war pep hini ac’hanomp er skipailh da gas enklask an DLDP da gumuniezhioù yezh ar brezhoneg, ar sardeg, an euskareg hag ar c’harelianeg. Evit ar wech kentañ hor bo ur gwir sell war ezhommoù gwirion ar yezherien evit a sell ouzh diorren ha pourchas danvez niverel »

 

http://www.dldp.eu/

GOULENNAOUEG DLDP