N'eus ket peadra da leuniañ ur pennad gant pep hizivadenn Firefox, peurvuiañ. Un handelv pouezus eo an hini 49 avat.  Kinniget e vo deoc'h petra zo bet lakaet e Firefox abaoe ar pennad diwezhañ (Firefox 42).

 

Ar raktres Electrolysis : ur merdeer lies-argerzh

 
Ar raktres Electrolysis a zo e bal ouzhpennañ al lies-argerzh (multi-process e Saozneg) e Firefox. Betek-hen e oa lañset Firefox en un argerzh nemetken, ar pezh a zegase kudennoù a-fet diogelroez, digonusted ha stabilded. Diwelus e vo ar c'hemmoù-se evit an arveriaded, met primoc'h hag efedusoc'h e vo arver Firefox war an hir dermen.
 
Teir lodenn a zo d'ar raktres-mañ :
 

Disrannañ ar c'hetal diouzh an endalc'had web

Da gentañ penn eo bet disrannet al lodenn getal diouzh al lodenn endalc'had web. Betek poent e oa un argerzh evit Firefox hag unan all evit an enlugelladoù (evel Flash) abaoe an handelv 3.6.4. En doare-mañ, ma sac'h Flash ne sac'h ket Firefox en e bezh.

Ma sac'h un ivinell evit abegoù all, avat, e sac'h ar meziant hag eo ret d'an arveriad ec'h adloc'hañ.
 
 
En ur zisrannañ ar c'hetal (Browser UI war ar goulun) hag an endalc'had web (web content) e chomo lañset Firefox forzh petra c'hoarvezfe gant an endalc'had web. Ma sac'h un ivinell e vo ret adkargañ anezho holl, met ne vo ket da adloc'hañ ar meziant.
 

Disrannañ an ivinelloù kenetrezo

 
An eil lodenn a dosta ar mont-en-dro diouzh hini Google Chrome, a lak pep ivinell pe brenestr en un argerzh distag.
 
 
Disrannañ pep ivinell evit kaout un argerzh gouestlet da bep hini a viro un ivinell bounner a lak kalz a amzer da gargañ da c'horrekaat an ivinelloù all. En hevelep doare, ma sac'h un ivinell ne vo efed ebet war ar re all.
 

Disrannañ an askouezhioù

 
Lodenn ziwezhañ ar raktres eo disrannañ an askouezhioù diouzh ar peurrest. En doare-se e vefe distag o erounezadur, evit an hevelep abegoù hag al lodennoù kent.
 
 
Ar raktres a zo lakaet e pleustr tamm ha tamm. Al lodenn gentañ a zo bet diorroet hag ebarzhet er merdeer endeo. Gweredekaet eo tamm-ha-tamm war veziantoù an arveriaded. Lakaet eo bet da gentañ evit an arveriaded hep askouezh staliet ebet e FIrefox 48. En handelv 49 eo bet staliet evit ar re o deus askouezhioù resis nemetken, betek ma vo oberiant evit an holl.
 
Kemeret eo bet ar goulunioù hag an titouroù eus pennad Mozilla a-zivout Electrolysis: https://blog.mozilla.org/futurereleases/2016/08/02/whats-next-for-multi-process-firefox/
Kit da lenn ar pennad evit kaout titouroù ouzhpenn.

 

Lenn a vouezh uhel

Ar mod lenn a zo bet ouzhpennet e Firefox abaoe ur pennadig amzer bremañ. Un doare da ginnig ur bajennad web gant an destenn bouezus nemetken an hini eo.

Adalek Firefox 49 eo bet ouzhpennet al lenn a vouezh uhel d'ar mod lenn. Klikit war an arlun evit lañsañ al lennadenn.

Gallout a rit reoliañ an tizh, ar vouezh implijet, ha tremen d'ar rannbennad kent pe da-heul.

Meret eo ar vouezh gant ar reizhiad ha n'eo ket gant Firefox. Dre se e vo disheñvel hervez ar reizhiad korvoiñ staliet war hoc'h urzhiater (Widnows, Mac pe GNU/Linux).

Siwazh, n'eus reizhiad ebet a skor ar brezhoneg evit ar mare, ha bevennet e viot gant ar yezhoù kinniget gant ho reizhiad.

Kenavo Hello

Berr a-walc'h eo bet buhez Hello e Firefox. Lañset e oa bet e miz Here 2014 e Firefox 33. Un doare da gaozeal dre ar c'halvezerezh WebRTC (Video ha son) an hini e oa. Ne oa ket arveret alies gant an dud avat, ha divizet he deus Mozilla gouestlañ amzer war keweriusterioù all.
 

Nebeutoc'h a Flash

Tamm ha tamm e klask Mozilla hag embregerezhioù all tennañ kuit Flash eus ar Web. Ar c'halvezerezh kozh-se a zo diamzeret ha ne glot ket gant ezhommoù ar web a-vremañ. E Firefox 49 e vo dibabet ober gant HTML5 evit ar videoioù pa c'haller en ober, da skouer.