E miz Meurzh eo bet ul lodenn eus izili An Drouizig da zarvoudoù evit brudañ labour ar gevredigezh. Setu un danevell eus ar pezh a zo bet aozet, gant skeudennoù.

 

Mozilla Celtic Hackaton

E Dulenn eo bet adaozet an emvod etre troerien keltiek meziantoù Mozilla. Adkavet eo bet ul lodenn eus an droerien a oa deuet e Bangor bloaz 'zo, ha tud nevez.

Frouezhus ha deurus e oa an eskemmoù. Mozilla en deus gallet reiñ keloù fresk eus an embregerezh ha goulenn ali an droerien. Evel-se eo bet kinniget doare nevez da dreiñ Firefox (kreizennañ ar pezh a oa a-raok lodet e teir sanell : Aurora, Beta ha Release) hag abeget dilez Firefox OS war pellgomzerioù.

Kinniget eo bet ostilhoù eus an dibab gant troerien Iwerzhonek, Skosek ha Kembraek. Kalverezhioù bamus tro-dro d'o yezh, evel Macsen (ur "Siri" e kembraeg) pe un troer tweetoù Skoseg en Iwerzhoneg.

Troerien keltiek, implijidi Mozilla hag implijidi Translate HouseBreton and Welsh localizers working on Mozilla l10n projects.

 

Ur pennad klokoc'h a c'haller kavout war vlog Mozilla: https://blog.mozilla.org/l10n/2016/03/24/localization-hackathon-in-dublin/

 

Kinnigadenn Sizhunvezh ar Brezhoneg e Naoned

E-kerzh sizhunvezh ar brezhoneg e oa bet aozet e Naoned gant Kentelioù an Noz un nozvezh gouestlet da labour An Drouizig. Ur ginnigadenn a zo bet graet evit eztaolañ obererezhioù ar gevredigezh, ha kinniget eo bet d'an dud c'hoari da Steredenn ha lakaat meziantoù e brezhoneg war o alc'hwezioù USB.

Un 20 a dud a zo deuet, deraouidi kement ha brezhonegerien ampart. Aet eo kuit ul lodenn gant meziantoù frank leun o alc'hwez USB ha plijadur a zo bet en ur c'hoari da Steredenn war ar skramm bras.

 

Gouel ar Frank e Lannuon

E dibenn miz Meurzh eo bet Alan ha Gwenn betek Lannuon evit ur saloñs arbennikaet war ar meziantoù hag ar c'halverezhioù frank. Ur ginnigadenn verr a zo bet da 11e40 hag ur stand a zo bet dalc'het an devezh-pad. Tud dedennet a zo deuet da gomz ganeomp, ha tud all o deus desket e oa eus meziantoù e brezhoneg.