Turlanix firefox

Internet, d'ar 14 a viz Mae 2013. Mozilla a ginnig Firefox 21.

WebRTC

Skor WebRTC (gantañ e vez aozet videoprezegennoù er merdeer, treuzkaset roadennoù a-berzh un den d'egile, ha kalz traoù all) zo bet kefluniet dre ziouer. 

Arc'hwilioù Yec'hed

Gant Firefox 21 e teu arc'hwilioù Yec'hed : danevelloù kaset da vMozilla ez int da gaout titouroù diwar-benn digonusted ha stabilded ar merdeer a-benn e wellaat. Un daolenn vourzh evit an arveriaded a ro tro da geñveriañ digonusted ar merdeer hervez kefluniadurioù disheñvel Firefox. Ma ne fell ket deoc'h kas an danevelloù e chomint hep bezañ kaset. Dilamet e vezo ar stlennoù bet kaset a-raok mar bez goulennet ganeoc'h. Dizanv e chomo ar stlennoù-mañ evel just. Kavet e vo e about:healthreport. 

Gwellaat an digonusted

Gwellaet eo bet digonusted kevregat Firefox dre hizivaat levraoueg libpixman.

Pa vo talvoudus e vo kinniget doareoù da wellaat padelezh loc'hañ ar merdeer. 

Do not Track

Bremañ ez eus 3 stad gant arc'hwel DNT.

Endalc'had kemmesk

An endalc'hadoù kemmesk (da lavarout eo pajennadoù o kemmeskañ endalc'hadoù krouet dre HTTPS ha HTTP) n'int ket tolc'het dre ziouer. Pa vez gweredekaet ar arc'hwel (lakaat an argemmenn security.mixed_content.block_active_content da true) ha kavet endalc'hadoù tolc'het e vez skrammet un arlun a bourchas titouroù ouzhpenn mar bez kliket warni. 

Rouedadoù kevredadel nevez skoret

An API kevredadel (Application Programming Interface - Ketal Gouleviñ Arloadoù) staliet gant Firefox 17 a ro aotre d'un enkorfadur donoc'h eus ar KGA kevredadel. Bremañ e vez skoret muioc'h a rouedadoù kevredadel (Cliqz, Mixi ha msnNOW a ya e-kichen Facebook Messenger). 

Ar varrenn glask

Bremañ e rikl ar varrenn glask en destenn (Ctrl+F) pa vez skrammet. 

Skoret eo H.264 evit Windows

Skoret eo ar mentrezh video H.264 evit handelvoù Windows nevesañ (Win Vista ha nevesoc'h) evit poent. Diwezhatoc'h e vo graet evit ar reizhiadoù all (Windows koshoc'h, Mac OS X, GNU/Linux ha *BSD).

 Pellgargañ Firefox 21 e brezhoneg