Internet, d'an 3 a viz Ebrel 2013. Firefox 20 zo kinniget gant Mozilla. 

Nevezintioù pouezus ez eus gant an handelv-mañ. En o zouez :

Ar merdeiñ prevez

Unan eus ar pep pouezusañ eo ar merdeiñ prevez. Gant ar mod-mañ e vez merdeet en un estez arbennik hep leuskel un tamm roud war e lerc'h. Talvoudus eo evit ar roll istor klok, an anvioù dilesañ, ar pellgargadurioù, an toupinoù hag an holl roadennoù ganet gant ar merdeer. Betek henn e oa dispellaus ar mod-mañ : plas ar merdeiñ klasel e kemere ha ret e oa serriñ ar prenestr a-benn distreiñ d'ar mod klasel. N'eo ket ret ken.

Lañset e vez ar mod Merdeiñ prevez diouzh lañser Firefox : ur prenestr ouzhpenn zo digoret neuze. An eil hag egile a c'hall bezañ graet ganto war un dro.

 

Ar pellgargadurioù

Lakaet eo bet benveg ar pellgargadurioù war ar varrennad reoliñ :

Bremañ ez eus un arlun (ur bir) war barrennad an ostilhoù. Drezi e vez skrammet ar pellgargadurioù graet.

 

Ardeiñ an enlugelladoù

Bremañ e vez lakaet an enlugelladoù emrenoc'h e-keñver ar merdeer. Mar sac'ho un enlugellad (Flash da skouer) e c'hallo bezañ arsavet hep tizhout ar merdeer.

 

Amañ emañ roll klok an traoù kemmet ha gwellaet.

Evit pellgargañ Firefox 20 e brezhoneg.