Internet, d'ar 25 a viz Mezheven 2013. Firefox 22 a ya war-wel gant Mozilla.

 

Traoù nevez c'hoazh gant an handelv-mañ :

WebRTC

Gweredekaet eo WebRTC (Real-Time Communications) dre ziouer bremañ. Drezi e vez tizhet an dud dre video pe aodio dre un arload mod Web HTML 5 en ur haeziñ webkam an urzhiataer hep ober gant un enlugellad. Rannet e vez ar restr e-pad ar galvadenn. Stabiloc'h e chomo Firefox ganti.

Skeuliadañ

Bremañ e heuilh Firefox an dibarzhioù skeuliadañ evit ar skrammañ da lakaat un deouez brasoc'h war an testennoù dre ziarunusted uhel

HTML 5

Kemmet e vez ar feur standilhonañ evit seniñ ar restroù mod video pe aodio HTML 5

Askouezhioù

Kefloueret eo bet ardeiñ ar gwazerezhioù kevredadel e Ardoer an askouezhioù

ASM.JS

Gweredekaet eo bet gwellekadurioù an asm.js (gant OdinMonkey) da wellaat bras digonusted ar meziant. Kinniget eo an asm.js evel un deodyezh eus javascript barrek da lakaat javascript da vezañ kalz galloudusoc'h dre ar mollad anvet OdinMonkey. Drezi e vo tro d'an arveriaded c'hoari gant o merdeer ken aes ha ma vez graet gant ur penel c'hoari er gêr.

WebGL

Gwellaet eo bet digonusted an deouez evit WebGL da wellekaat arver kewerier kevregat an urzhiataer gant ar merdeer, da wellaat arver ar vemor e-pad skrammañ ar skeudennoù ha da wellekaat ar skammañ war ar skrammoù mod HD (uheldespizadur).

Pellgargañ Firefox e brezhoneg

Roll ar c'hemmoù