Internet, d'an 2 a viz Gwengolo 2014. Firefox 32 a ya war-wel digant Mozilla.

Nebeut a dra da lavarout, ar wech-mañ.

Dastumerez lastez dre remziad

 A-benn bihanaat ar bruzuniñ ha da ardeiñ ar vemor gant un doare disheñvel e talv an dastumerez lastez dre remziad. Skarzhañ a ra ar vemor ac'hubet gant ergorennoù didalvoud evit ar goulev. Ganti eo bet gwellaet diagonusted Firefox hep bihanaat beveziñ ar vemor, avat.

Krubuilh mod HTTP nevez

Gweredekaet eo ar grubuilh mod HTTP nevez dre ziouer. Bremañ e ra Firefox gant un darnoderezh (heuristique) anvet "frecency (aliested + bremanel). Drezañ e vez diawelet tebegezh ma vefe gweladennet ur bajennad hervez ar gweladennoù graet a-raok.

Al lañser kemperzhel

Daskemmet eo bet al lañser kemperzhel

Eeunaet eo bet al lañser kemperzhel da dont da sklaeroc'h hag aesoc'h d'ober gantañ. Heweloc'h eo ar gwezhiadurioù bremañ.

 

Barrenn glask

 Skrammet e vez an niver a elfennoù bet kavet war ar varrenn glask

 

Roll ar c'hemmoù (e saozneg)

 Pellgargañ Firefox 32