Internet d'an 22 a viz Gouere 2014, Firefox 31 a ya war-wel gant Mozilla.

Traoù nevez gant Firefox 31 :

Gannet eo ar gwallveziantoù e-pad ar pellgargañ

Eztennet e vo roadennoù zo gant Firefox pa bellgargo ur restr :

  • URL ma'z eo bet pellgarget ar restr diouti, an URL ma'z omp bet kaset d'an ere-mañ drezi hag an holl URLioù en hedad adhenchañ ;

  • miñsañ mod SHA-256 ar restrad ;

  • ne vern pe stlennoù gwiriañ bet diouzh  API Windows Authenticate

  • ment ar restr e eizhbitoù

  • Anv ar restr kinniget evit ar pellgargañ

War-lerc'h ez ay Firefox da wiriañ hag-eñ e kenglot an naouusterioù gant rolloù gannañ pe aotren. Ma ne gengloto ket an daoured nag gant ur bellgargadenn a fiziañs na gant pe bellgargadenn arvarus ez ay Firefox da gwiriañ brud al lec'hienn dre API Google Safe Browsing.

Un tamm tabut diwar-benn an dra-mañ

Gwiriadur an testenioù

Dre  mozilla::pkix e vez graet gwiriadur an testenioù bremañ. Kreñvoc'h eo al levraoueg-mañ (n'eo ket mui solius gwiriadur an testenioù) ha aesoc'h da zerc'hel e ratre.


Ardeiñ Prefer :Safe

Pa vez gweredekaet reolerezh ar gerent gant OS X pe Windows, e-pad deraouekadur ar c'hennaskañ e kas Firefox ul leviadenn Prefer:Safe a veneg, mar bez ezhomm, e rank bezañ strishaet keweriusterioù al lec'hienn pe hec'h endalc'had.

Un talbenn mod HTTP eo, un doare da vont en-dro heñvel ouzh « N'am heuilhit ket » (Do no track).

 

Liesseurt

Bremañ e vez skoret WebVTT, mentrezh skoueriek ar genrouedad evit iskridoù ar videoioù mod HTML5. Dibarzhioù mentrezhañ fonnusoc'h eget re SRT ez eus gant WebVTT.

Ur vaezienn glask ez eus bremañ war ar bajenn degemer.

Ardoet e vez ar restroù mod OGG ha PDF gant Firefox ma n'eus arload all ebet bet despizet er reizhiad Windows.

 

Roll ar c'hemmoù (e saozneg)

Pellgargañ Firefox 31