Internet, d'an 28 a viz Eost 2014, LibreOffice 4.2.6 a zeu war-wel gant The Document Foundation.

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.2
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG


Kalz traoù nevez a zeu gant LibreOffice 4.2 c'hoazh. En o zouez :

Writer

Mar bez enkorfet skeudennoù e restroù mod HTML e vo gweredekaet kas ar posteloù toueziet gant skeudennoù o mentrezh HTML (Edmond Ciorba, Andras Timar)

Riblenn an arouezenn : unan pe veur a arouezenn a c'hall bezañ gant ur riblenn. (Tamás Zolnai)

   Mentrezhoù restroù skoret : ODT, HTML, DOC, DOCX, RTF

   Arventenn : Mentrezh > Arouezenn > Riblennoù (ivinell) (digevaskañ "Goubredañ")

 "Diuzañ pep tra" a labour gant un teul a grog gant un daolenn (Miklos Vajna)

 Barrek eo Writer da grouiñ restroù mod DOT (patromoù MS-Word). Lennit ar blog-mañ. (Miklos Vajna)

 Gwellaet eo bet an EmReizhañ evit ar riblennoù : anatoc'h eo an difoc'hioù (Laurent Balland-Poirier)

 

Etrewezhiadelezh gant DOCX : Gwelladennoù niverus ha pouezus ez eus bet graet e-keñver etrewezhiadelezh gant ar mentrezh MS-Word DOCS.

 

Calc

Gant ur c'hlik a-zehou war biroù ar varrenn dibunañ war an tu kleiz e teu ul lañser kemparzhek da vont eus ur follenn d'eben (Caolán McNamara)

 

 

Dre ar benveg "Kavout & Amsaviñ", pa gevasker war an dibarzh "Klask war an holl follennadoù" e vez skrammet disoc'hoù ar c'hlask gant meneg ar c'helligoù o klotañ gant ar c'hlask. (Matúš Kukan)

 

 

Kefloueret ez eus bet meur a arc'hwel stadegoù : Roadennoù > Stadegoù (Tomaž Vajngerl)

 

 

Impress - Draw

 Bremañ e weler un arlun war korn un dreyonenn gant un ardreuzad pe ur bliverezh (Edmond Ciorba, Andras Timar)

 

 

Barrenn ostilhoù nevez evit ar bliverezhioù personelaet (Samuel Mehrbrodt)

 

Chart

Gwellaet eo bet linennoù an tuadur (Tomaž Vajngerl)

 

 

Siloù

Graet ez eus bet kalz gwelladurioù all e-keñver ar siloù enporzhiañ/ezporzhiañ evit Microsoft OOXML  hag evit ar mentrezh RTF :

   Siloù OOXML → OOXML, DOCX, XLSX, PPTX, VML

   Siloù evit ar restroù mod Microsoft Office → DOC, XLS, PPT, "ww8"

   Siloù RTF → RTF

 

Ketal

A-stroll e vez skrammet ar prenestroù hervez an arload e barrenn an trevelloù gant Windows 7 ha nevesoc'h (Jesús Corrius)

 

Mar klikot a-zehou war arlun Writer e vo skrammet roll an teulioù nevez digoret gant Windows 7 ha nevesoc'h (Jesús Corrius and Fridrich Štrba)

 

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.2
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG

Roll klok an nevezintioù

Dielloù :

Internet, d'an 20 a viz Mezheven 2014, LibreOffice 4.2.5 a zeu war-wel gant The Document Foundation.

Internet, d'an 8 a viz Mae 2014, LibreOffice 4.2.4 a zeu war-wel gant The Document Foundation.

Internet, d'an 10 a viz Ebrel 2014, LibreOffice 4.2.3 a zeu war-wel gant The Document Foundation.

Internet, d'an 20 a viz C'hwevrer 2014, LibreOffice 4.2.1 a zeu war-wel gant The Document Foundation.