Internet, d'ar 4 a viz C'hwevrer 2014. Lañset eo bet Firefox 27 gant Mozilla.

 E-touez ar c'hemmoù bet graet :

 TLS

Ouzhpennet ez eus bet un handelv eus Transport Layer Security (TLS) da Firefox. D'ur c'homenad enrinegañ e talv TLS. Pourvezañ kehentadurioù gant diogelroez dre Internet eo e bal.

 API kevredadel

Hizivaet eo bet an API kevredadel a ro tro d'an arveriaded degemer meur a veneg o tont eus meur a bourchaser war un dro. A-raok e veze gwelet menegoù eus ar pourchaser kevredadel bet spisaet e barrenn ostilhoù Firefox hepken. Ouzhpennet ez eus bet daou bourchaser : Delicious ha Saavn. Ar re all a chom : Facebook, Cliqz, Mixi, MSN Now, ha Weibo.

 SPDY 3.1.

Ouzhpennet ez eus bet ar skor evit ar c'homenad SPDY 3.1.

 Pellgargañ Firefox e brezhoneg

 Roll ar c'hemmoù