Gwened - Vannes - d'ar Merc'her 9 a viz Genver 2013

Laouen eo pare An Drouizig o kemenn deoc'h, evit deroù ar bloaz 2013, hizivadur An Drouizig Difazier. Skor an heuliad burevek Microsoft Office 2013 eo an nevezinti pennañ eus an hizivadur-mañ. Hegerz eo an heuliad (evel alberz nemetken) abaoe nebeut a amzer war lec'hienn Microsoft. A-benn an trimiziad kentañ eus 2013 e vo gwerzhet d'an dud.

O toujañ d'an doare skrivañ peurunvan e skor an handelv-mañ pemp kant stumm ger ouzhpenn, tennet, evit an darn vuiañ anezho, eus an nevezc'herioù brezhonek hag eus geriaouegoù rannyezhel. Gant ur geriadur 60.000 ger ennañ o kevatal da 1,6 milion stumm deveret e vez tremenet dreist pep live arverañ ar brezhoneg. Gant ar meziant ez eus ur c'heflusker da ardeiñ an hoskiñ (an troc'h gerioù e dibennoù al linennoù testenn) hag un dezrannerez yezhadurel da zinoiñ ar fazioù kemmadurioù. 

Dreist e vez enkorfet ar binvioù-mañ en heuliad. Prouadet stank dre ur strollad testennoù 20 milion ger ennañ e vez kinniget un anaoudegezh divank eus stummoù deveret ar brezhoneg. Ur benveg kelennadel, talvoudus evit an dud a zesk ar yezh a ya da vezañ an Difazier hag ouzhpenn-se ur benveg n'haller ket ober heptañ evit ar re a skriv e brezhoneg bemdez : kelennerion, kazetennerion, animatourion, h.a. 

O kontañ meur a vil pellgargadur abaoe ma 'z eo aet war-wel en em azasa ar goulev diouti c'hoazh ur wech en ur heuliañ nevezerezhioù diwezhañ nevid ar c'halvezouriezhoù nevez a-fet meziantoù. 

Kit da pajenn pellgargañ eus An Drouizig Difazier 2013