AR BREZHONEG : ISTOR HA DOAREOÙ SKRIVAÑ


« Ur savlec’h bet degemeret gant an darn vuiañ a ’r yezhoù eo puñsañ er yezh kozh. Setu pezh en deus graet ar galleg oc’h advevaat miliadoù a c’herioù diwar al latin, ar yezh vamm. Kement ger e -tion zo un amprestañ gouiziel. (...) Dre zigasted ouzh istor ar yezh e varner re alies da vervel da vat termenoù pe droiennoù a reveze c’hoazh en 19t kantved pa na oa ket aet ar yezh, ha hi komzet gant unyezherion, d'ur marelladur teodyezhoù, kreolaet mui ouzh mui gant divyezherion.


(...) Ret eo anzav avat e vezer diskalonekaet diouzh kenstudi ar yezhoù gant damkaniezhoù modern ’zo. Mennet eur da studiañ yezh ur stroll strizh, en ur sevel speurennoù etre hevelep teodyezh hag an teodyezhoù tostañ, etre stad bremanel ar yezh hag he zremened nesañ, en anv ur gevadegezh santel, tra ma veze c’hoazh betek nevez 'zo foarioù, pardonioù, marc’hadoù, euredoù, beajoù o reiñ tro d'ur yezher da anaout stummoù lies. (...) Abaoe tregont vloaz hepken ez eo gwashaet ar munudaouiñ dre goll emouez ar c’henstummoù e metou ar yezherion rakdibennel ha dibennel a vremañ, nad eo o brezhoneg nemet un damouezh disleberet eus pezh a gleved a-raok ar brezel gant e-leizh a unyezherion. Brient doanius an oad eo e gounañ ha gouzout ne revez ar « gevadegezh » nemet e faltazi an damkanourion. »


Léon FLEURIOT, rener studioù e Skol pleustrek ar Studioù uhel,

in An Teodeg, 69-70 (1982), p. 18-20 (troet ganin).

Istor ar brezhoneg a ranner peurvuiañ e tri lankad :

I. - An HENVREZHONEG (5t – 10t kantved)


Unan e oa ar yezh e gwirionez (L. FLEURIOT, Éléments d'une grammaire, Paris 1964, p. 10) en he diabarzh koulz ha gant ar yezhoù predenek all hengembraeg ha hengerneveg : unius linguae, unius natione, a lavared en amzer-hont.


Skrivadur an henvrezhoneg - koulz hag ar predenegoù all -, hêrezh d'an Iliz kelt kentidik oa diazezet war al lizherenneg latin ha chomet eo heñvel a-hed an amzervezh (daoust da emdroadur ar soniadoù) (K. JACKSON, Language and History in carl), Britain, Edinburgh 1953, p. 61).


Pinvidikoc’h eget hini al latin e oa reizhiad soniadel ar brezhoneg. Ijinañ o deus ranket ober ar predenegoù ; da skouer, hon C’H oa skrivet C, CH, gwechavez H. Ar soniadoù /ð/ ha /‌θ/ (th blot ha kalet ar saozneg) oa skrivet th, t, d, gwechavez h. An u a dalveze koulz ou /u/ hag u /y/, a-wechoù /ø/.
Dibaot a wech e veze skrivet ar c’hemmadennoù.


Distabilaet e voe ar vro gant aloubadegoù an Normaned : tangwallet Gwened e 920, gwastet Breizh a-bezh a-hed ur c’hantved ac’hubet ar vro eus an eil penn d'egile eus 915 da 935, o tevoudañ harluadeg ar venec’h (evel se ez eo enoret dalc’hmat sant Samzun e-kichen Rouen, sant Tudwal en Angers, sant Padarn e Deols). An duged ne oant ket ken beliek hag ar rouanez. Gant tiegezh gall Dreux atav e voe gouarnet ar vro, pezh na viras ket ouzh an duged da ziwall taer he dishualded d 'ar vroad. Pell e voed a-raok adsevel ar vuhez politikel ha kevredigezhel. Dornskridoù a-leizh - koulz latin evel brezhonek - zo aet da get. Romanekaet e voe an noblañsoù - kent dezhe emc’hallekaat.

II. - Ar C’HRENNVREZHONEG (12t kantved - 1650)


Ar c’hennvrezhoneg zo aroueziet gant gwanidigezh ar reizhiad soniadel, ar freuzoù rannyezhel, levezon ar romaneg.


Pinvidik mor e oa an henvrezhoneg a-fet termenoù gramadeg, jedoniezh, c’hoariva... Ar gerioù goubarel dre vras a vo erlec’hiet oute tamm ha tamm reoù diwar ar galleg. Niverus e vo an eskemmoù etre romaneg Breizh uhel hag ar brezhoneg (en daou du).


Evit ar skrivadur ez eo diforc’h bras ar c’hrennvrezhoneg : u ar yezh kozh a vez skrivet diouzh an dro ou, u, eu /u y ø/: An th zo dilezet bep un tamm e gounid z pe tz ; ur wech bennak e vez skrivet zh endeo. An /ð/ (th blot) zo skrivet z, tra ma talvez s da ziavaezañ ar z chomet bev en holl rannyezhoù. Ar soniad /s/ zo skrivet s e penn ur ger, ss etre sonennoù (evel e galleg). Boas e vez c ha qu evit hon K a vremañ.
Dre vras ne veze ket skrivet c’hoazh ar c’hemmadennoù. Dre ar gwerzaouañ pinvidik (boutin d'an holl yezhoù keltiek) en o adkaver.


Hep mont gant ar munudoù e c’heller ober meiz war an divgensonenn ff da zaskor ar soniad arbennik /~v/. An arouezenn-mañ a gaver alies c’hoazh en anvennoù tiegezh : Le Derff = an derv, Le Hénaff = an Henañ... Emdroet eo he distagadur ; dre vras e klever /o/ e Leon, /f/ pe /v/ e Gweloù, /‌ɥ/ (w gweuziek) e Gwened, gwechavez eo steuziet e Kernev ; n'eus nemet e Treger ma 'z eo chomet /w/.


E-kerz ar marevezh-hont ez eus bet meur a freuz o tevoudañ rannyezhekadur ar yezh H. D 'ARBOIS DE JUBAINVILLE, Études grammaticales sur les langues celtiques, Paris 1881, p. 44*, a roe da skouer ul leanvenn wenedat skrivet Pen an garzo e 1562 ha Pen an garhou e 1572 (Br. bremañ : Penn ar garzhoù). Adal ar 15t kantved e kaver Le Liorho evit liorzhoù, e Baden. Ur skrivadur skolel a veze miret gant ar yezh, goude ma oa aet an /‌θ/ kozh da /x/ (c’h) e bro Wened. Hevelep emdroadur « was beginning in the 15th century », eme Kenneth JACKSON, Historical Phonology of Breton, 683hh.

Moarvat e oa kroget an emdroadur adal dibenn brezel herezh Breizh (1341-1364), d 'ar mare ma teraouas ar pouez da sevel war an eil mouezhiadenn diwezhañ er rannyezhoù KLT (endra dremene war an hini gentañ el lodenn greiz norz-su) ; ar pouez mouezh kozh ned eo miret nemet e gwenedeg uhel.

III. - Ar BREZHONEG ARNEVEZ


Ar brezhoneg arnevez a rankfed rannañ e meur a lankad.


E 1659 ez embanne an Tad MANER (1606-1683) e Sacré Collège de lésus en un doare skrivañ nevez, hini ar c’hrennvrezhoneg o vezañ divastus hiviziken evitañ. An testennoù dibaot deuet betek ennomp a ziskouez e oa aet buan ar brezhoneg a dammoù adal derou ar 16t kantved, da heul gwastadennoù brezelioù al Ligue o tont raktal war-lerc’h koll an dishualded. Er stad m'o anavezer hiziv an deiz edo endeo ar rannyezhoù hag an isrannyezhoù.


Emc’houlenn a c’heller adal bremañ ha ret e oa adreizhañ an doare skrivañ skolel a c’houzalc’he unded ar yezh. Reoliet en doa an Tad Maner daskemmoù rannyezhel Kernev ha Leon, o savelañ dre se skrivadurioù Kernev (K) ha Leon (L), hogen o washaat da gas war draoñ ar yezh. Anv oa gantañ forzh penaos eus kaougantañ hevelep daskemmoù muiget eus sevel un doare skrivañ nevez. Koulskoude e kase da get pa na ve ken an diforc’h etre /‌ð/ ha /z/, skrivet heñvel gant z.


Bep a skritur spesadek o deus miret an eskobiezhoù tre d'an deiz a hiziv ha tud ’zo - ankristenion zoken - o vennout derc’hel dezhe.


An hini gentañ e oa bet eskobiezh Wened o kemm a-grenn doare-skrivañ ar c’hrennvrezhoneg. E skrivadoù dibar, het daskemmet meur a wech, zo padet betek hiziv.
Skrivadur rouestladek an Tad MANER - oc’h ober gant kefluziadoù ar galleg (da skouer : c ha qu evit hon k) - a voe adwelet e goueled Leon gant Ar GONIDEG (1775-1838). Levezonet gant reizhiad an alamaneg eeun a-walc’h ha hini ar c’hembraeg ken eeun all, e tegasas k hag e talc’has da g kalet e kement lec’h (da skouer gad, ger) - a zo bet miret ganimp. Ned eo ket bet heuliet evit arver l (l isrezell ; hon (i)lh) ha ñ (hon gn) ; en eskemm, e n̄ (n usrezell) zo bet erlec’hiet outañ an ñ (n tonnañ) da verkañ ar sonennoù fri (da skouer bleuñv).

Hevelep skritur a voe azasaet ouzh dibarderioù eskobiezhoù Kernev (K) ha Treger (T). Ned eo nemet e 1907 ma voe savet an doare skrivañ anvet KLT - KLT oc’h aroueziañ un doare skrivañ ha nann ur rannyezh ! -, na oa ket eskobiezhel ken - rannyezh Welou gant he fouez war ar vouezhiadenn gentañ o vezañ manet hep skrivadur dezhi he unan.


Gant skol Walarn ez eas ar yezh er vodernelezh hag e voe eeunaet skrivadoù ’zo. E KLT e veze skrivet gant, evit, mat (adanv) dirak ur gensonenn, gand, evid, mad (adanv) dirak ur sonenn ; Gwalarn ne viras nemet ar stummoù kentañ. Gant Gwalarn e voe prientet ar peurunvaniñ dre zegemer pinvidigezhioù ar gwenedeg (gerioù, furmoù, ereadurezh).


Evit ar gwenedeg e voe eeunaet ar skrivadoù anezhañ gant AR JOUBIOUZ (1808-1888), savet a enez Arzh, pa zegemeras k ha g da heul AR GONIDEG ha pa reas gant ù da ziavaezañ /‌ɥ/ e-lec’h an hüe (!) kozh. Dre reizhadennigoù skañv e reas Loeiz HERRIEU diouzh tostaat ar rannyezh skrivet ouzh ar gwenedeg izel hag ar rannyezhoù all. Arabat ankouaat edo diazezet yezh an eskobiezh war deodyezhoù ar gevred pellañ (kostez Gwened). Brér a skrived (Loeiz HERRIEU : breur) e kontrol d'ar peb all eus ar brezhonegva. Gant ar KLT e veze dalc’het da skrivadoù eizhañ goueled Leon (pounner, ploum...), ha gant ar gwenedeg e vane skrivet distagadoù lec’hel (aveit e skoaz gwenedeg izel /a‌ɥid/ (evit) ; fari, peurunvan : fazi, pa glever ivez ; /f‌ɑj/ ha /f‌ɑdi/ ; pear, pa'z eo anavezetoc’h /poar/ (pevar) er rannyezh.

An doareoù skrivañ a vremañ :

- Ar peurunvan


E 1941, anat ma oa e ve kelennet dizale ar brezhoneg er skolioù, ez emglevas ar skrivagnerion evit un doare skrivañ peurunvan. Diwar henn e skriver marv e-lec’h KLT maro, gwenedeg marù ; piv e-lec’h piou, più. Darn a glemmo e ve gwell *marw, *piw ; rannyezh Weloù avat a zistag /marf pif/.


An arouezenn heverkañ zo an divlizherenn zh da unaniñ KLT z ha gwenedeg h. An enebourion a felle dezhe e ve diwanet diwar levezon Alamaned (intentit : an Nazied !). Gwelet hon eus neoazh e reveze a-wechoù ar skrivad zh e krennvrezhoneg. Anav eo e saozneg ivez, o talvezout evit /‌ʒ/ (j). Adal derou ar c’hantved o doa ar veleion GWILHEVIC hag AR GO (aozerion un hentenn wenedek) kinniget zh ; Yeun AR GOW, eus e du, en doa kinniget hz. Da heul un emvod e Gwened, e 1936, e voe lakaet ur c’hinnig dre skrid, zh endeo ha sinet gant Roparz HEMON, Loeiz HERRIEU, LANGLEIZ... D'an 3 du 1938 e c’houlenne Gwenediz ma ve dedalvezet ar peurunvan ; sinet : AR BARON, PRIELLEG, KOEDMEUR, AR GO, MARECHAL, MARI, AODIG, AN ESTOUR, L. HERRIEU, AN DIBERDER.

- Ar skolveurieg


Adal 1953 (Annales de Bretagne 60, pp. 48-77) e kinnige ar chaloni FALC’HUN un doare skrivañ leonekoc’h ha tostoc’h d'ar... galleg evit enebiñ ouzh ar peurunvan, « diwanet dindan levezon an Alamaned ». Daskemmet e voe e ginnig gant un toullad « esperzherion » o tisoc’h gant ar skrivadur anvet skolveurieg (1955), bet arveret dreist-holl gant kloer ha komunourion Kernev ha Leon. N'edo ket unvan ar skrivagnerion forzh penaos (kv. diforc’hioù heverk etre Visant SEITE, P.-Jakez HELIAZ ha ROH-VUR).
Dibaot kenañ eo bet skrivagnerion Dreger oc’h ober gant hevelep « adreizhañ ».


Ar gwenedeg a reas diouzh ar skolveurieg dre gemm un disterañ reizhiad Loeiz HERRIEU (o tegemer w - evel m'en doa graet endeo ar chaloni MARI en e Yezhadur ; ar c’hensonennoù dibenn blot ged, aveid, glaz, e-lec’h get, aveit, glas, e skoaz gant, evit, glas. Ar skrivadur-mañ n'en deus talvezet koulz lavarout nemet evit un nebeudig (ad)embannadurioù (Ar en deulin gant KALLOC’H ; Dasson ur galon gant Loeiz HERRIEU ha testennoù lidel al lod muiañ ag ar skrivagnerion gempred (LANGLEIZ, Sten KIDNA, ABENNEZ) o deus graet gant ar peurunvan.

- An etrerannyezhel


Gant an Assimil (1975) ez anadas un trede doare skrivañ, mennet da lakaat an daou all a-unan. Per DENEZ en doa roet lusk da emvodoù e Karaez war benn lakaat dalc’hiaded an eil reizhiad hag eben d'emglevout. Mouezhiet e oa bet ar reizhadennoù « bras » :

  • zh ;
  • (i)lh e-lec’h ll ar skolveurieg (a veske dillad /di‌ʎad/ ha kontilli /kõntili/) ;
  • w e-lec’h ar v leonek (piw, marw, tewel) ;
  • kensonennoù dibenn blot (gand, ewid... ) ;
  • diforc’h etre s (distaget /z/ e pep lec’h) ha z (/z/ bev e Leon hepken) ;
  • ss da ziavaezañ /s/, evel e krennvrezhoneg (plassenn, tress).


Emc’houlenn a c’heller perak n'en deus ket graet berzh ar reizhiad-mañ - ha hi reishoc’h ent skiantel eget ar re all. Kar nes e oa da ginnigoù G. BERTHOU-KERVERZHIOÙ, Alan-J. RAUDE hag O. MORDREL. Da vezañ klok, menegomp en doa graet Jules LE ROUX, gant e Roman de Peredur, savet adal 1923, gant un doare skrivañ diwar skouer ar c’hrennvrezhoneg. An holl esperzhourion-mañ ned int ket bet heuliet.


Ma unan e'm boa lavaret da F. MORVANNOU (aozer an Assimil) e oa dav, diwar c’hanedigezh un doare skrivañ nevez, sevel a-benn un ti embann ha moulañ levrioù diouzh sour. 95 % eus an embannadurioù a veze e peurunvan. Gant Diwan o tegemer ar peurunvan ez eo aet c’hoazh an dregantad-mañ war gresk ha rouez eo dalc’hmat an embannadurioù er skriturioù all.


Re ziwezhat e oa moarvat hep mar na marteze. Fin e oa da gemmañ ar reizhiadoù skrivadel evit yezhoù all a-raok ar brezel pe diouzhtu war-lerc’h.
Ur spered ez eus o tisheñvelaat dalc’hiaded an daou zoare skrivañ nevesañ diouzh re KLTG, c’hoazh ma vez bremañ skrivagnerion en hini diwezhañ - fals diskibion Roparz HEMON anezhe - o tennañ d'an daou all ; ar sell taolet war ar yezh arnevez an hini eo.


Lenneion oa d'ar brezhoneg betek ar 16t kantved ; diwar lerc’h ez eo tremenet gant « levrioù a zevosion » skrivet en ur yezh paour ha gallekaet, adal 1650 betek derou ar c’hantved-mañ. A genstur ez adroas ar yezhadurourion Gregor ROSTREN ha Dom LE PELLETIER (1663-1733), un tuadur skolel d'ar brezhoneg oc’h adenbarzhañ gerioù kozh ennañ. Heuliet e voent gant AR GONIDEG, Fransez VALLÉE (1860-1949), Roparz HEMON (1900-1980) pergen.


Mennet eo dre vras dalc’hiaded an doareoù skrivañ skolveurieg hag etrerannyezhel da dremen gant ar yezh pobl, lakaet da sabir gant ma mamm he unan (1906-1996). Ar remziadoù gant kent '14 a rae c’hoazh gant razh (hag holl), trugarez... Ar re yaouank ne reont ket ken nemet gant tout ha mersi - a stager bras outañ... d 'ober brezhonekoc’h ! Keñveriañ a c’heller gant an elzaseg a vremañ a lavar ivez /"m‌ɛrsi/ d'emzigemmañ diouzh an alamaneg - a betra avat e venner digemmañ e brezhoneg. ‌

Gant skol Walarn e oa bet adkemeret termenoù kozh aet diarver abaoe ar c’hrennvrezhoneg (poell, meiz...) ha savet kalz a nevezc’herioù. Digoret e oa bet an hent gant Yann-Ber KALLOC’H en doa tapet diougan, « lavarout a- raok », digant ar c’hrennvrezhoneg (pa na dalveze ket ken nemet « seblant (glav) »), dihuz, « frealz », dizanav aba mil bloaz, digant an henvrezhoneg. Loeiz HERRIEU en deus amprestet meur a c’her digant ar c’hembraeg (anien, awen, delwenn...).


F. VALLEE en deus reoliet arver ar rakgerioù hag an dilostgerioù ma 'z eo hon yezh e-touez ar re binvidikañ.
Gant al lenneion e talc’h ar yezh arnevez da binvidikaat war benn ober ganti ur yezh gouest da geveziñ gant ar re all betek en o modernelezh. Da c’houzout eo bremañ hag e venn ar yezherion tremen gant ul lavar aet a dammoù - a-dal da unanidigezh an holl yezhoù lennek - ha gant ur c’heriaoueg kouerel ha krennamzerel.
Aet eo an argerzh arnevesaat war raok ; ken na vez gerioù kozh pe nevezc’herioù gant dalc’hiaded ar brezhoneg pobl, hag int o soñjal ez eus bet anezhe a viskoazh er yezh.


E keit se ez ae ar yezh war zifaganañ : da heul ar brezel 14-18, da heul ar brezel 39-45, da heul doned ar skinwel. Ur furm glasel a veze d'ar rannyezhoù, kelennet er c’hatekiz, dre ar pedennoù hag ar c’hantikoù (kv. gwenedeg kelennet er c’hloerdi bihan) ; ne chom anezhe nemet teodyezhoù lec’hel.


« Gant glac’har ha droug kalon », evel ma 'm eus skrivet da gadoriad Dihun, ’m eus gwelet e oa bet evit ar bloaz daou brogramm da Festival Bro Gwened - gant daou skritur diforc’h, oc’h ober gant termenoù disheñvel. « Pegoulz e savo skiant d'ar Vretoned », he defe lavaret c’hoazh Anjela DUVAL. « fals vantell » ned eo ken he doare skrivañ d'ur yezh. Penaos bennak e ve santadoù ar galon, amkanioù ar meiz, e ranker soñjal er studierion hag er vugale dreistholl. Mar gra pep stroll kelenn gant he skrivadur, gant e c’heriaoueg kontrol, petra a zeuy ar brezhoneg da vezañ ‌ Mall bras eo prederiañ.


« Er c’hantved ma vevomp, ne c’hell yezh ebet, seul gent a se ur yezh vihan, pompadañ gant daou zoare skrivañ. (...) En unaniñ emañ chañs ar gwenedeg, dre ebarzhiñ e binvidigezhioù er genyezh. Anez da se ez eo kondaonet. Ha ’m eus aon, ar peb gantañ.» (troet ganin).


Turiaw AR MENTEG, ospital Gwened, du 2000