The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.7 : "Ar gwellañ heuliad burevek"
Internet, d'an 18 a viz Here 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.7, "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.
E-pad mizioù ha mizioù ez eus bet kinniget tost tregont mil perzhiadur a-fet boneg gant 80 paotr an diorren o lakaat keweriusterioù dispar er meziant, en o zouez :
Writer
- ur meziant nevez da reizhañ ar reizhskrivadur evit ar saozneg hag evit yezhoù all,
- gwellaet eo bet naouusterioù lizherennañ evit sevel teulioù gant ur berzhded vicherel,
- ur voestad emziviz etrewezhiat da gontañ ar gerioù a vez hizivaet gant an amzer wir,
- ur c'hetal nevez evit an arveriaded evit an talbennoù, an treid pajennoù hag al lammoù pajennoù.
Impress / Draw
- gwellaet eo bet enporzhiadur al lunioù personelaet hag ar « Smart Art » er restroù mod PPT/PPTX,
- ur c'heweriuster da enkorfañ livaouegoù hag ergorennoù liesvedia en teulioù mod ODF,
- un afell nevez war ar penel kinnig a ro tro da lammat diouzh ur skramm d'egile,
- dibennoù linennoù nevez evit an diervadoù,
- ur sil enporzhiañ evit ar restroù mod Microsoft Visio
Calc
- skoret e vez 10000 follenn bremañ,
- ur maez enankañ gant meur a linenn destenn
- keweriusterioù nevez kempleg diouzh an erspizadurioù mod ODF OpenFormula
- digonusted gwell gant an enporzhiañ restroù o tont eus meziantoù burevek all,
- an diuzañ lies en emsiloù
- un niver anvevenn a reolennoù er mentrezhañ amplegadek
Base
- enkorfet ez eus bet ur stur genidik evit PostgreSQL
Ouzhpenn-se, evit ar wech kentañ, e vo kemennet an arveriaded pa vo un handelv nevez da bellgargañ.
Roll klokoc'h an traoù nevez (e galleg)
Lec'hienn LibreOffice
Staliañ an arload, staliañ an Difazier
Lañvaz LGPL
Dielloù :
Internet, d'an 15 a viz Eost 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.6, "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.
Internet, d'an 11 a viz Gouere 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.5, c'hwec'hvet handelv veur "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.
Internet, d'an 3 a viz Mezheven 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.4, pempet handelv veur "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.
Internet, d'an 2 a viz Mae 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.3, pedervet handelv veur "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.
Internet, d'ar 05 a viz Ebrel 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5.2, teirvet handelv veur "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.
Internet, d'ar 15 a viz Meurzh 2012. The Document Foundation a gemenn LibreOffice 3.5,1, eil handelv veur "ar gwellañ heuliad burevek" a bourchas kalz gwellaennoù d'an arveriaded hervez ar gadoniezh bet boulc'het abaoe miz Gwengolo 2010.