Internet, d'an 13 a viz Meurzh 2012. An unnekvet handelv eus Firefox zo aet war-wel, savet gant Mozilla.
Ar gwellaennoù pouezusañ :
- Goubredañ an askouezhioù etre meur a urzhiataer kennasket ouzh un hevelep kont, pezh a zo dreist evit ar re o deus un urzhiataer er burev hag unan er gêr.
- Enporzhiañ an arventennoù hag ar roadennoù adalek Google Chrome : gwellvezioù, sinedoù, roll istor, gerioù tremen ha roadennoù all.
- Herrekaat skrammañ ar bajennadoù gant skor ar c'homenad dezougen mod SPDY.
- Skor ar bliverezhioù mod CSS,
- Gwellaat arver ar vemor,
- Merdeiñ eeunaet gant "Trackpad" ho Mac
- Enkorfañ ur arc'hwel da zinoiñ al lec'hiennoù web diskred warno anvet 'Do Not Track', a vez tizhet dre an arventennoù kefluniañ evit ar vuhez prevez,
- Skrammañ araokadur ar pellgargadurioù war ar merdeer end-eeun,
- Enkorfañ "Panorama', a laka aozadur ha kenstrolladur an ivinelloù da vezañ aesoc'h.
Evit paotred an diorren ez ay un embanner stiloù nevez da vezañ hegerz a-benn daskemmañ end-eeun restroù mod CSS ur bajennad. Ouzhpennet e vo un enseller Web 3M da welout gant un doare 3M elfennoù liesseurt al lec'hienn gweladennet.
Pellgarget e vez an handelv 11 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 10 (pe 9) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.