Internet, d'an 31 a viz Genver 2012. An dekvet handelv eus Thunderbird zo aet war-wel, savet gant Mozilla.
An handelv kentañ mod ESR (Extended Support Release), da lavarout eo un handelv a vo skoret war hir termen. Hizivadurioù a-fet diogelroez a vo hegerz e-pad un bloaz pezh a zlefe reiñ tro da voutañ ouzh an embregerezhioù (na fell ket dezho kemmañ ho merdeer bep miz hanter), a-benn ma 'z arverint Thunderbird. Ne vo ket hizivaet an handelvoù mod ESR betek an handelv 11, betek an handelv 10.1 avat.
Gant an handelv-mañ :
-
ur c'hetal merañ nevez evit an askouezhioù hag ar molladoù ouzhpenn
-
ur skoazeller staliañ nevez evit ar c'hontoù oc'h aesaat an enrollañ hag an arventennañ
-
beugoù reizhet ha gwellaennoù liesseurt
-
skrammet eo ment ar pezhioù stag gant ar restr
-
kempennet ha dornaet e vez an ivinelloù bremañ etre meur a brenestr
-
skoret eo Jumplist Windows 7
-
gwellaet eo bet haeziñ rolloù ar pezhioù stag
-
diweredekaet dre ziouer ez eo ar molladoù ouzhpenn staliet gant meziantoù trede
Pellgargit Thunderbird 10 e brezhoneg amañ.