Internet, d'an 31 a viz Genver 2012. An dekvet handelv eus Thunderbird zo aet war-wel, savet gant Mozilla.

 

 

An handelv kentañ mod ESR (Extended Support Release), da lavarout eo un handelv a vo skoret war hir termen. Hizivadurioù a-fet diogelroez a vo hegerz e-pad un bloaz pezh a zlefe reiñ tro da voutañ ouzh an embregerezhioù (na fell ket dezho kemmañ ho merdeer bep miz hanter), a-benn ma 'z arverint Thunderbird. Ne vo ket hizivaet an handelvoù mod ESR betek an handelv 11, betek an handelv 10.1 avat.

 

Gant an handelv-mañ :

 

  • ur c'hetal merañ nevez evit an askouezhioù hag ar molladoù ouzhpenn

  • ur skoazeller staliañ nevez evit ar c'hontoù oc'h aesaat an enrollañ hag an arventennañ

  • beugoù reizhet ha gwellaennoù liesseurt

  • skrammet eo ment ar pezhioù stag gant ar restr

  • kempennet ha dornaet e vez an ivinelloù bremañ etre meur a brenestr

  • skoret eo Jumplist Windows 7

  • gwellaet eo bet haeziñ rolloù ar pezhioù stag

  • diweredekaet dre ziouer ez eo ar molladoù ouzhpenn staliet gant meziantoù trede


Pellgargit Thunderbird 10 e brezhoneg amañ.