LIBREOFFICE 5

 

D'ar 5 a viz Du 2015 e kinnig The Document Foundation LibreOffice 5.0.3

Evel boaz ez eus ur bern traoù nevez gant an handelv-man. En o zouez :

 PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 5

 Ketal an arveriaded hollek

 

Kemmoù

 

Gwellaet eo bet ketal Impress da bourchas muioc'h a blas evit an dreyonenn dre guzhat barrennad ostilhoù kemperzhel da ventrezhañ an testennoù,al lunioù hag ar skeudennoù (Yousuf Philips, Philippe Jung)

 

Gwellaet eo bet ketal Draw dre guzhat ar varrennad ostilhoù kemperzhel da ventrezhañ, dre zesteudañ barrennad ostilhoù al lunioù war an tu kleiz evit bezañ heñvel ouzh ar meziantoù tresañ all ha gant ur varrennad kostez brasaet da dizhout aes ar dibarzhioù mentrezhañ (Yousuf Philips ; Jan Holešovský, Collabora)

 

 

 Gwellaet eo bet al lañserioù kemperzhel :

 Lañser kemperzhel ar skeudennoù e Writer (Yousuf Philips)

 

Lañser kemperzhel an taolennoù e Writer (Yousuf Philips)

 

Arc'hwelioù ar golver (troc'hañ, eilañ, pegañ) a chom hewel bepred (Trent MacAlpine)

Enankadoù kemperzhel ar varrennad ostilhoù a zo diskouezet gant un arlun vihan (Philippe Jung)

Lañserioù kemperzhel ar varrennad ostilhoù a skramm anv ar varrennad ostilhoù a glot ganto. (Philippe Jung)

 

Ouzhpennet ez eus bet ur strollad arlunioù nevez anvet Breeze

Ostilhoù > Dibarzhioù > Skrammañ > Ment ha stil an arlunioù

Calc :

 Writer :

 Draw :

 Impress :

 

 

Writer

Didroc'hañ ur skeudenn

Gant al logodenn e vez didroc'het ur skeudenn bremañ dre al lañser kemperzhel (klik a-zehou war ar skeudenn): Didroc'hañ ar skeudenn (Philippe Jung)

 

Jedet eo gwell niverenn ar pajennoù skrammet

Ratreet eo bet ar gudenn o tont eus OpenOffice — skrammet eo un niverenn bajenn direizh war varrenn stad Writer pa vez dibunet. Hizivaet e vo meneg ar pajennoù pa vo skrammet nebeutoc'h a 43% eus ur bajennad war ar skramm (Hamidi Massinissa).

 

Kempenn an taolennoù

Tizhet e vez ensoc'hañ ur bann pe ur renk gant diuzad an arveriad (evel ma vez e Calc) (Philippe Jung)

Ouzhpennet e vez bannoù pe renkoù a-raok lec'h ar reti dre al lañser kemperzhel (Philippe Jung, Yousuf Philips)

 

Gwelladurioù ar barrennoù ostilhoù

Gwellaet eo bet ar barrennoù ostilhoù "Skoueriek", "Mentrezhañ" ha "Tresañ" da bourchas an arc'hadoù arveret d'an aliesañ (Yousuf Philips)

 

Alberzioù ar stiloù war ar varrenn gostez

Un alberz eus ar stiloù a vez skrammet war kaeoù ar varrennad kostez (Tomaž Vajngerl, Collabora)

    

 

Emoji ha skor amsaviñ e diabarzh ar gerioù

Ur skor mod Unicode 6 dre ziouer ez eus gant ar reizhiadoù korvoiñ dre gevregad arnevez gant meur a Emoji hag arouezennoù divoutin talvoudus all.

Un askouezh emreizhiañ nevez zo deuet gant LibreOffice 5 da eeunaat enankadur an arouezennoù mod Emoji pe Unicode en ur ober gant berradennoù mod Emoiji skoueriek ha gerioù alc'hwez all gant «:» da bep tu. Da skouer :

:keyboard: a yay da vezañ ⌨

:alpha: a yay da vezañ α.

Kavet e vez dre Ostilhoù > EmReizhañ > Dibarzhioù EmReizhañ... > Amsaviñ

 

 

CALC

Mentrezhañ amplegadeg

Ar rizh livioù a vez ardoet gant ar mentrezhañ amplegadek bremañ. A-raok e kinnige un ilrezenn liv hepken. (Katarina Behrens, Yousuf Philips).

 

 

 

 Skrammañ e c'hallit ar barrennoù roadennoù gant pe hep ar gwerzhioù kenereet outo (Katarina Behrens).

 

 

Mentrezh skiantel ha niver

(Laurent BP, Eike Rathke)

Doare skrivañ an ijinourion :

 + gweredekaat ur mac'her lieskement da 3 (pe ur werzh all) gant ar mentrezh ##0,00E+00 : dibabit un niver a sifroù (# pe 0) kent ar c'hefarz dekrannel.

+ ouzhpennet ez eus bet ur mentrezh ##0.00E+00 war roll am mentrezhoù skiantel er voestad emziviz Mentrezh > Kelligoù > Niveroù > Skiantel evit an holl yezhoù.

+ Amsavet eo al log da gevaskañ "Dispartier ar miliadoù" da "Doare skrivañ an ijinourion"

 

 

Arc'hwelioù nevez evit ar renkelloù

Kemmet ez eus bet traoù evit arc'hwelioù ar renkelloù FLOOR/LEUR ha CEILING/LEIN (Winfried Donkers hag Eike Rathke)

Dibarzhel eo an eil arventenn eus FLOOR/LEUR ha CEILING/LEIN evel ma'z eo bet despizet gant OpenFormula (ODFF).

An arc'hwelioù ouzhpenn FLOOR.XCL ha CEILING.XCL a c'hortoz daou arventenn hepken ha ret eo despizan ar arventennoù-man. Pa vez enporzhiet teulioù mod Microsoft Excel e vezont enporzhiet evel FLOOR.XCL ha CEILING.XCL.

Ouzhpennet eo bet an arc'hwelioù nevez FLOOR.MATH/LEUR.JEDONIEZH ha CEILING.MATH/LEIN.JEDONIEZH evit gwellaat an etrewezhiadelezh gant Microsoft Excel (Winfried Donkers)

Ouzhpennet eo bet an arc'hwelioù nevez ENCODEURL/ENBONEGURL hag ERROR.TYPE/RIZH.FAZI evit gwellaat an etrewezhiadelezh gant Microsoft Excel (Winfried Donkers)

 

Eeunaet eo bet an afelloù merdein

(Tomaž Vajngerl - Collabora)

Div afell a chom hepken ; dilamet eo bet l< ha >l ; gant > ha < e tizher an ivinell gentan/diwezhan dre ouzhpennan Ctrl gant ar c'hlik

Diriblenn eo bet treset an afelloù + ; > ha <

Dibunet e vez ar varrennad ivinelloù gant rod al logodenn (pa n'haller ket gwelout an holl ivinelloù)

An afell + zo bet lakaet war an tu kleiz ken na vo ket ret chench o lec'h gant an arveriaded mar bez graet hag adc'hraet an ouzhpennañ. Lakait bir al logodenn war un ivinell.

 

 

 Impress ha Draw

 Adkempennet eo bet barrennadoù an ostilhoù evit Impress ha Draw evit ma vint plijusoc'h da arverañ (Yousuf Philips)

Al lanserioù kemperzhel evit Skeudenn ha Lun zo bet gwellaet dre zilemel diwarno an enankadoù nad int ket ken pouezus. (Yousuf Philips)

Ar voestad dibunan evit leunian ar maezioù zo bet kefloueret el livaoueg e Impress ha Draw. (Caolán McNamara, Red Hat)

 

Dre ar varrennad ostilhoù pe ar varrennad kostez e vez arventennet liv drekleur un destenn e-barzh ur maez testenn e ketal an arveriad e Draw/Impress (Matteo Campanelli ha Katarina Behrens, CIB)

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 5

Roll ar c'hemmoù (e galleg)