Aet eo war-wel Firefox 42 d'an 3 a viz Du 2015 gant Mozilla

 

Un ermaeziadenn bouezus eo an hini 42 evit Firefox. N'eo ket bet kavet ar respont (nag ar goulenn) d'ar vuhez, an hollved hag ar peurrest gant ar merdeer frank, met un toullad keweriusterioù nevez a zo memestra !

 

Ar gwarez heuliañ

Ouzhpennet ez eus bet er merdeiñ prevez un doare da enebiñ ouzh an heulierien war ar Web. Liesseurt eo an heulierien-se : bruderezhioù, afelloù rouedadoù kevredadel (an afell "Like" Facebook, da skouer) ha reoù all, o klask heuliañ hoc'h oberiantiz war ar Web evit gellout kas bruderezhioù personelaet deoc'h.

Herrekoc'h eo ar merdeer ur wech lammet ar bruderezhioù kuit, ha gwarezet oc'h a-enep emellerezh en ho puhez prevez.

Sed aze ur video gant Nick Nguyen, besrener Mozilla, o kinnig an dra-se (e saozneg) : https://www.youtube.com/watch?v=qxrVsN9kkog

Un doare nevez da wareziñ buhez prevez an arveriaded gant Mozilla, pa vez kement en arvar abalamour da embregerezhioù evel Google pe Facebook.

Traoù all

Gant Firefox 42 e vez kinniget ivez skrammañ un arlun pa vez un ivinell oc'h ober son. Kasaus e c'halle bezañ kaout son hep gouzout eus pellec'h e teue, bremañ eo posupl gwelet ha diweredekaat son un ivinell.

Gallout a reer klikañ war an afell evit diweredekaat ar son :

Gwellaet eo bet ivez an ardoer titouroù kennaskañ.

 

Roll ar c'hemmoù (e saozneg)

 

Pellgargañ Firefox 42