Aet eo war-wel ar c'hoari Steredenn d'ar c'hentañ a viz Here gant Pixelnest Studio

 

Steredenn a zo ur c'hoari-video bet diorroet gant ar studio dizalc'h roazhonat Pixlenest.

 

Ur Shoot Them Up eo ar c'hoari, da lâret eo ur c'hoari lec'h ma vez dilec'hiet ul lestr-egor ha tennet war listri enebourien all evit trec'hiñ al liveoù, pep live oc'h echuiñ gant un enebour meur, galloudusoc'h evit ar re all. Perzh ar c'hoari a zo ar meskaj gant an doare c'hoari anvet rogue-like. Bewech ma vez c'hoariet eo savet al liveoù en un doare dargouezhek ha disheñvel eo pep c'hoariadenn e-keñver an enebourien, an armoù hag ar gwellaennoù dastumet. Ma vez kollet avat, eo ret adkregiñ pep tra adalek ar penn-kentañ.

 

Kement se a lak ar c'hoari da vezañ diaes a-walc'h, met plijus bepred rak eo disheñvel pep prantad c'hoari.

 

 

Un neuz mod-kozh a zo gant Steredenn, a lak da soñjal er c'hoarioù a veze kavet war al letrinoù-c'hoari kozh evel ar Super Nintendo, met gant efedoù a-vremañ ha lusket gant ur sonerezh rock eus ar re wellañ.

 

Estreget an doare c'hoari ordinal, lec'h m'eo ret trec'hiñ un hollad a liveoù a-raok an emgann dibenn a-enep an enebour meur e vez kavet tri doare c'hoari all:

 

Ar c'hoariadenn bemdeziek a zo un hollad liveoù a zo ar memes re evit an holl c'hoarierien e-pad un devezh. Ur chañs hepken en deus pep c'hoarier evit echuiñ al liveoù, ha keñveriet e vez ar poentoù etre an holl perzhidi.

An Arena, lec'h ma vez tu d'en em gannañ a-enep enebourien veur bet kejet er mod ordinal, gant an armoù bet dibabet en a-raok.

An dreistc'hoari, lec'h ma vez laosket a-gostez an tu dargouezhek. Aze e vo bepred an hevelep armoù, enebourien ha gwellaennoù a vo kavet. Savet eo ar mod-mañ evit kenstrivañ a-enep mignoned gant ar memes live. Ret eo echuiñ ar c'hoari ur wech evit dibrennañ ar mod-mañ.


 

Pixelnest a zo ur studio c'hoarioù-video dizalc'h savet gant daou zen : Damien Mayance ha Matthieu Oger. Diorroet eo bet ar c'hoari ganto, ha skoazellet int bet gant Simon Coroller evit an tresadennoù, Etienne Marque evit ar sonioù ha Zander Noriega evit ar sonerezh.

 

Gwerzhet e vez ar sonerezh war bandcamp.

 

Gallout a reer prennañ ar c'hoari war Steam pe itch.io evit 12,99€. War an urzhiataerioù gant Windows, Mac pe Linux ez a en-dro. War Xbox One eo raktreset dont er-maez ivez.

Un distaol 15% a zo evit an ermaeziadenn, 11.04€ eo ar c'hoari evit ur pennadig. Evit e lakaat e Brezhoneg eo ret mont da gemmañ er yezh en arventennoù. Sed amañ ur c'helennskrid a zispleg penaos ober.

 

Prenañ war Steam

Prenañ war itch.io

Lec'hienn ar c'hoari