Aet eo war-wel Firefox 40 d'an 11 a viz Eost 2015 gant Mozilla.

 

Un neuz nevez evit Windows 10

Moarvat n'oc'h ket hep gouzout eo deuet er-maez handelv nevez Windows, anvet Windows 10. Profet eo bet an hizivadur d'an dud gant un handelv nevez eus Windows ganto endeo, setu perak e vez ur bern tud oc'h arverañ ar reizhiad.

Un neuz savet a-ratozh evit klotañ gant hini reizhiad nevez Microsoft a zo bet savet evit Firefox. Setu un alberz :

 

Siwazh, pa vez graet an hizivadenn betek Windows 10 eo arventennet ar merdeer dre ziouer da verdeer nevez Microsoft : Edge. Displeget eo gant pajenn degemer Firefox 40 penaos adlakaat anezhañ da vezañ ar merdeer dre ziouer.

Testeni an askouezhioù

Tamm-ha-tamm e vez lakaet e plas politikerezh nevez Mozilla a-fet surentez evit an askouezhioù. Pal an embregerezh a zo ne vefe ket tu staliañ askouezhioù ha n'int ket bet gwiriet en a-raok, evit mirout ouzh staliadur askouezhioù arvarus.

Evit ar mare e vo diskouezet ur galv-diwall pa vo staliet askouezhioù ha n'o deus testeni ebet. En dazont e vo diweredekaet dre ziouer seurt askouezhioù.

 

Roll ar c'hemmoù (e saozneg)

 

Pellgargañ Firefox 40