Pa vez loc'het Steredenn evit ar wech kentañ eo kinniget e yezh ar reizhiad (Galleg peurvuiañ).
Kregiñ a ra raktal ar c'hoari e-pad ar prantad kelenn. Displeg a ra an teul-mañ penaos lakaat ar c'hoari e brezhoneg diouzhtu, ha penaos distreiñ d'ar prantad-kelenn (e brezhoneg ar wech-mañ).
Kregiñ a ra ar c'hoari gant ar skramm-degemer. Ret eo pouezañ war ur stokell evit tremen d'ar prantad-kelenn.
Evit kemmañ ar yezh diouzhtu eo ret deoc'h pouezañ war ar stokell Achap ("ESC") ha dibab "Menu" evit mont d'al lañser ha paouez ar prantad kelenn e galleg.
Ur wech erruet el lañser eo ret deoc'h mont an arventennoù ("paramètres" pe "settings") ha diskenn betek roll ar yezhoù, lec'h ma vo ret deoc'h pouezañ war ar stokelloù dehou/kleiz betek dibab ar brezhoneg (Dibabet eo bet gant an diorroerien leuskel "Breton", evit ma vefe komprenet gant ar brasañ niver).
Ur wech dibabet ar brezhoneg e c'hallit distreiñ d'al lañser pennañ en ur bouezañ war Achap.
Ma fell deoc'h ober ar prantad kelenn bet tremenet ganeoc'h (aliet eo), dibabit "C'hoari" el lañser. Kaset e viot war ur skramm skoazell a-raok ma vefe kroget gant ar c'hoariadenn. Aze e c'hallit pouezañ war "Ctrl" (pe un afell all mar arverit un dornell) evit gellout mont er prantad kelenn.
Ma vez goulennoù ganeoc'h e c'hallit kas ur postel d'An Drouizig war ar bajenn-mañ.