Internet, d'ar 6 a viz Eost 2013 e ya war-wel Firefox 23 gant Mozilla.

Traoù nevez gant an handelv-mañ :

Kaelañ an endalc'had kemmesk

Bremañ e vez kaelet an endalc'had kemmesk (Mixed content blocking). Gant ur c'hennask dre ziogelroez (HTTPS) e c'hall bezañ endalc'had mod HTTP (nad eo ket dre ziogelroez) evel skeudennoù pe skriptoù. Ar re-mañ a c'hall bezañ korvoet gant unan bennak a fell dezhañ lañsañ un dagadenn mod man-inthe-middle. Kaelet e vo dre ziouer an endalc'had oberiant mod HTTP. Skrammet e vo un arlun (ur skoed) war ar varrenn verdeiñ. Ur c'hlik war an arlun a lakay an endalc'had kaelet da vezañ gweredekaet.

Reolennoù Mod CSP 1

Enkorfet eo bet d'ar merdeer skor ar reolennoù Mod CSP 1 (Content Security Policy : Reolennoù a-fet diogelroez an endalc'hadoù) a-benn goudoriñ an arveriaded a-enep an tagadennoù mod « cross-site scripting »

Video

Gwellaet eo bet digonusted Firefox evit ar videoioù o ventrezh H264 dre skor « DirectX Video Accelerator »

Enlugelladoù

Ur c'hetal eeun ez eus gant ar meziant evit staliañ en enlugelladoù.

Javascript

Daskemmet eo bet gwellvezioù ar merdeer : dilamet eo bet an dibarzhioù a rae tro da ziweredekaat Javascript ha da ziweredekaat gargadur ar skeudennoù ent emgefreek. Da ziweredekaat Javascript e stalio an arveriaded un askouezh evel NoScript pe « about:config » a c'hallint biziata war varrenn ar chomlec'hioù ha klask an alc'hwez javascript.enabled d'e lakaat da false hag adloc'hañ ar merdeer.

Paotred an diorren

  • Dilamet eo bet skor an testennoù o vlinkañ gant ar c'hlav <blink>.
  • Ur benveg nevez « Network Monitor » zo aet war wel da welout oberiantiz rouedad ul lec'hienn web.
  • Bez ez eus un embanner stiloù evit ar re a sav arloadoù hezouk.
  • Daskemmet eo bet ar penel web.
  • Kreñvaet eo bet skor « Social API » ha skor an diveugañ a-benn.

Ur siell nevez, modernoc'h ez eus gant Firefox 23.

Pellgargañ Firefox e brezhoneg

Roll ar c'hemmoù