Internet, d'an 11 a viz Here 2012. Firefox ha Thunderbird 16 zo lakaet war wel gant Mozilla.

 

FIREFOX 16

 

Un arc'hwel nevez anvet "Dastumerezh lastez azvuiadek" a zeu gant Firefox 16 (Incremental Garbage Collection e saoznek). Gantañ e vefe meret gwell klikoù al logodennoù, biziata ar c'hlavieroù, ar bliverezhioù hag ar c'hoarioù war internet. "Un dra nevez eus ar pouezusañ ha disoc'h ur bloaziad eo an arc'hwel-mañ, eme Bill MCCloskey, arbennigour war Javascript Mozilla. Firefox ne labouro ket mui a-strapadoù ha ne vo ket mui daleoù gantañ."

Evel ur paotr al lastez arbennikaet war an atoriñ e vo adtapet, gant an trevnad-mañ, ar vemor vresk arveret a-gent gant programmoù dre Javascript. Gant nebeutoc'h a vemor vresk e ray Firefox neuze ha herrekoc'h e tlefe bezañ.

 

Evit paotred an diorren

Ur varrennad ostilhoù nevez ez eus evit paotred an diorren bremañ. Dre ar verradenn [Pennlizh. + F2] e tizher ar varrennad, enni ur penel web, un ensellerez, un diveugerez hag an haeziñ buan dre arc'hadoù.

Bremañ e vez skoret arloadoù web Mozilla evit Windows, Mac ha Linux gant Firefox 16.

Amañ emañ roll klok an traoù kemmet ha gwellaet.

Evit pellgargañ Firefox 16 e brezhoneg.

 

 

 

THUNDERBIRD 16

Ouzhpennet eo bet gwazerezh BOX d'an arc'hwel FileLink degemeret gant handelv 13. Gant BOX e vez kaset pezhioù stag bras dre gwazerezhioù kadaviñ enlinenn. Skoret e oa YouSendIt hag Ubuntu One. Gant BOX e vez kinniget 25 Ge digoust evit ar c'hadaviñ. Lennit Penaos kas ur restr vras dre bostel gant Thunderbird (e galleg).

 

Roll klok ar c'hemmoù bet graet.

Evit pellgargañ Thunderbird 16 e brezhoneg.