Internet, d'an 28 a viz Eost 2012. Firefox ha Thunderbird 15 zo lakaet war wel gant Mozilla.

 

FIREFOX 15

 

Evit an handelv-mañ e vez kavet, en o zouez :

  • Dilamet eo bet an darn vrasañ eus ar fuiennoù memor krouet en abeg da askouezhioù savet fall. Bremañ ne vo ket Firefox lakaet da vezañ gorrek gant un askouezh enboneget gant un doare fall.
  • Enkorfet ez eus bet ul lennerez savet e Javascript evit ar restroù mod PDF. Neuze ne vo ket ezhomm staliañ ul lennerez diavaez ken. Lennet e vo ar restroù mod PDF e-barzh Firefox.
  • Skoret eo ar c'homenad SPDY v3 bremañ.

Amañ emañ roll klok an traoù kemmet ha gwellaet.

Evit pellgargañ Firefox 15 e brezhoneg.

 

 

THUNDERBIRD 15

 

  • Ouzhpennet ez eus bet un arval postelerezh lieskomenadoù : XMPP (Gtalk ha Facebook en o zouez), IRC ha Twitter ivez.
  • An arc'hwel « Do Not Track » zo bet ouzhpennet ivez. N'eo ket bet gweredekaet dre ziouer. Deoc'h-c'hwi d'henn ober.
  • An dodenn Australis (gant an ivinelloù rontaet) zo arveret bremañ evit kenglotañ gant neuz Firefox.


Roll klok ar c'hemmoù bet graet.

Evit pellgargañ Thunderbird 15 e brezhoneg.