Mozilla a ginnig Firefox 19. Heuliañ a ra an diazezadenn he frammad amzer evit kinnig handelvoù stabil d'an arveriaded. 

Gant enkorfadur PDF.js, ul lennerez restroù mod PDF e JavaScript hag e HTML5 ez a an handelv-mañ da vezañ divoutin. 

Dre skor PDF.js e vez skrammet ar restroù mod PDF gant ur berzhded heñvel ouzh hini Adobe Reader. An hevelep arc'hwelioù ez eus gant al lennerez nevez (pajenn war-lerc'h, pajenn gent, klask, ussked ar gerioù kavet, zoum, hag all). 

Hervez ijinourion Mozilla e vez pellgarget diarvar ha skrammet buan ar restroù. 

Evit paotred an diorren :

  • an diveugerez zo barrek da baoueziñ war un nemedenn.
  • ar penel web a-bell (Remote Web Console) a c'hall bezañ kennasket ouzh Firefox war Android pe Firefox OS.
  • ereoù mod CSS ar penel web en em zigor e-barzh embanner ar stiloù.
  • un diveugerez ez eus bremañ evit an dud a grou askouezhioù. 

 

Amañ emañ roll klok an traoù kemmet ha gwellaet.

Evit pellgargañ Firefox 19 e brezhoneg.