D'an 20 a viz Kerzu eo deuet Thunderbird 9 er-maez.

 

Handelv diwezhañ Thunderbird a ginnig an daskemmadurioù-mañ :

 

 

  • Diazezet eo Thunderbird war ar c'heflusker nevez Gecko 9 savet gant Mozilla
  • Ur reizhiad dibarzhel evit an arveriaded a fellfe dezho kas da vMozilla stlennoù a-fet arver pe digonusted a-benn gwellaat handelvoù da zont Thunderbird
  • Skor ouzhpenn evit ar Personas e prenestr ar c'harned chomlec'hioù hag er prenestr skrivañ
  • Dornataet eo ar pezhioù stag gant un doare gwell dre ar c'hlavier
  • Arveriaded ar reizhiad Windows a c'hall kuzhat barrenn al lañserioù (ha skrammañ ar varrenn dre ar stokell "Alt")
  • Meur a wellaenn ha traoù ratreet evit ketal an arveriaded
  • Meur a gudenn a-fet diogelroez zo bet ratreet

 

Pellgargit Thunderbird 9 e brezhoneg amañ.