Lakaet eo bet war-wel Firefox 9 gant Mozilla d'an 20 a viz Kerzu.

Pouezañ a ra an handelv-mañ war e geflusker Javascript.

Bremañ ez eus digonustedoù gwelloc'h gant ar c'heflusker-mañ pa vez erounezet skriptoù oc'h ober gant Javascript.

 


Setu roll ar gwellaennoù pouezusañ :

 

  • Skoret eo an trereadoù-rizh (Type Inference) a wella digonustedoù Javascript
  • Gwellaet eo bet enframmadur an neuz evit Mac OS X Lion
  • Ouzhpennet eo bet ar merdeiñ gant daou viz (war un touchpad) evit Mac OS X Lion
  • Ouzhpennet eo bet ar varregezh da atersiñ ar c'heweriuster "Lavarout d'al lec'hiennoù ne fell ket din bezañ heuliet (Ostilhoù>Dibarzhioù>Buhez prevez) (Do Not Track status) gant Javascript
  • Skoret eo an dibarzh mod CSS "Astenn esaouiñ an nodrezh" (font-stretch) ha ardoet eo gwell an doareenn "Dic'hlann an destenn" (text-overflow )
  • Gwellaet eo bet skor ar skoueriegoù HTML5, MathML, ha CSS
  • Reizhet ez eus bet 1148 a veugoù

Pellgarget e vez an handelv 9 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 8 (pe 7) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.