Internet, d'an 31 a viz Genver 2012. An dekvet handelv eus Firefox zo aet war-wel, savet gant Mozilla.


An handelv kentañ mod ESR (Extended Support Release), da lavarout eo un handelv a vo skoret war hir termen. Hizivadurioù a-fet diogelroez a vo hegerz e-pad un bloaz pezh a zlefe reiñ tro da voutañ ouzh an embregerezhioù (na fell ket dezho kemmañ ho merdeer bep miz hanter), a-benn ma 'z arverint Firefox. Ne vo ket hizivaet an handelvoù mod ESR betek an handelv 11, betek an handelv 10.1 avat.

Ar gwellaennoù pouezusañ :

  • Kuzh e chomo an afell war-raok betek ma vo aet war-gil gant ar merdeiñ.
  • An darn vuiañ eus an enlugelladoù a vo keverlec'h dre ziouer gant handelvoù nevez Firefox
  • Kefloueret eo bet al lufrañ evit WebGL
  • Skoret eo bremañ an treuzfurmadurioù mod 3M dre CSS3
  • Gwellaet eo bet reizhiad ardeiñ an askouezhioù : ne chomo ket sac'het un askouezh ma n'eo ket bet savet evit Firefox 10
  • Ouzhpennet ez eus bet un API evit mont d'ar skrammañ a-bezh : n'eus ket ezhomm ober gant ar stokell F11 da vont d'ar skrammañ a-bezh. Despizet e vez an dibarzh-mañ end-eeun e-barzh boneg ur bajennad web
  • Skoret eo an elfenn en HTML ha kefloueret eo bet gwelloc'h IndexedDB
  • Reizhet ez eus bet 1403 beug
  • Enseller nevez evit an teulioù hag ar stiloù mod CSS

Pellgarget e vez an handelv 10 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 9 (pe 8) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.