D'an 10 a viz Du eo deuet Thunderbird 8 er-maez.

 

 

Handelv diwezhañ Thunderbird a ginnig an daskemmadurioù-mañ :

  • Diazezet eo Thunderbird war ar c'heflusker Gecko 8 savet gant Mozilla ;
  • Dilamet e vo an enlugelladoù staliet gant tredeoù dre ziouer bremañ evel ma vez graet gant Firefox ivez ;
  • Berradennoù nevez Klask ha Kavout ;
  • Gwellaet eo bet haezadusted d'ar pezhioù stag ;
  • Distaliet eo bet ar widjed da drec'haoliñ eus un teuliad d'egile. Pellgarget e vez amañ bremañ ;
  • Gwellaet eo bet ar stabilder dre ratreañ kalz traoù e-keñver ar savennoù ;
  • Ratreet ez eus bet kalz kudennoù a-fet diogelroez.

 

Pellgargit Thunderbird 8 e brezhoneg amañ.