Internet, d'ar 16 a viz Genver 2012 – Embannet eo bet LibreOffice 3.4.5

gant The Document Foundation (TDF).

 

 

 

 

 

Ar c'hwec'hvet handelv eus ar familh 3.4 eo LibreOffice 3.4.5 prientet evit an dud prevez keit hag an embregerezhioù. Gant an handelv 3.4.5 ez eo bet ratreet an darn vuiañ eus ar beugoù bet dinoet gant arveriaded an handelv kent. Da vastañ ezhommoù an darn vuiañ eus an embregerezhioù e vez strewet LibreOffice 3.4.5.

Da zisoc'h kenlabour 300 perzhiad e talv LibreOffice 3.4.5. Ouzhpennet, dilamet, daskemmet o deus pemp milion linennoù bonegañ. Kempouez eo kumuniezh paotred an diorren etre an dud skoazellet gant embregerezhioù hag an dud a youl vat dizalc'h : Oracle ha SUSE o deus pourvezet pep hini 25% eus ar c'hinnigoù, 25% tremenet zo bet pourvezet gant an dud erruet goude ma voe krouet The Document Foundation ha 25% tremenet zo bet pourchaset gant RedHat. Gant an dud a laboure kent ma voe krouet TDF, paotred an diorren eus Cannonical hag aozadurioù evel Bobiciel, CodeThink, Lanedo, SIL ha Tata Consultancy Services ez eus bet pourvezet ar peurrest.

Lec'hienn LibreOffice
Staliañ an arload, staliañ an Difazier
Lañvaz LGPL

 

Dielloù :

Internet, d'an 31 a viz Eost 2011 – Embannet eo bet LibreOffice 3.4.3 gant The Document Foundation (TDF).

Internet, d'an 9 a viz Du 2011 – Embannet eo bet LibreOffice 3.4.4 gant The Document Foundation (TDF).