Laouen eo Kevredigezh An Drouizig o kinnig deoc'h handelv Firefox nevez e brezhoneg !

Gant Firefox 6 ez eus ur bern beugoù reizhet, nebeut a draoù nevez evit an arveriaded avat.

Herrekoc'h dre 20 % eo Firefox 6 eget Firefox 5.

 

War barrenn ar chomlec'hioù e vez diskouezet domani al lec'hienn gant un doare teñvaloc'h. Talvezout a ra da stourm a-enep an higennañ.

 

Adwelet ha gwellaet eo bet ar pajennadoù about: a ro tro da gaout titouroù ouzhpenn ha da gefluniañ ar merdeer gant un doare spisoc'h.

 

A-benn ober gant ar reizhiad-mañ, biziatait ar arc'had about: war barrenn ar chomlec'hioù gant anv ar bajenn a fell deoc'h :

about:config evit tizhout ur bern arventennoù eus ar merdeer.
about:memory a ro titouroù talvoudus evit ober gant ar vemor.
about:permissions a ro tro da ardeiñ an aotreoù (gerioù tremen enrollet, toupinoù, douarlec'hiaduriñ, mirout ar stlennoù ur wech digennasket...

 

Roll an daskemmadurioù :

http://www.mozilla.org/en-US/firefox/6.0/releasenotes/buglist.html

 

Pellgarget e vez an handelv 6 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 5 (pe 4) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.