Nevezinti-mat gant ar gummuniezh Mac: hegerz eo da bellgargañ an alberz kentañ eus MacOffice 2016. Posubl eo e bellgargañ bremañ war lec’hienn MacOffice.
Digoust eo an alberz-mañ ha ne vez ket ret koumanantiñ da Office 365 evit reiñ un taol-esae. Pal an embregerezh Microsoft eo dastum alioù talvoudus ha kredennoù kentañ a-berzh ar gummuniezh Mac. Servijout a raio ar roadennoù-se da ratreañ ha da gas war-raok an heuliad burevek brudetañ a-raok e voulladur ofisiel, e-pad an hañv 2015.
Kavet e vez er pakad nevez-mañ stummoù nevesaet hag araokaet eus ar meziantoù Word, Excel, PowerPoint, OneNote hag Outlook.
Arventennoù nevez a-leizh e kavor ur wech c’hoazh, e-touez anezho ur pemzek a yezhoù nevez skoret gant ar mollad yezhoniel... ar brezhoneg, hor yezh, en o zouez erfin.
Gant skipailh An Drouizig eo bet graet al labour da lakaat ar pakad yezhoniel brezhonek da vont en-dro gant MacOffice 2016. A-raok an hañv 2015 e vo posubl e bellgargañ adalek ar bajenn-mañ.
1. Ar brezhoneg e-touez ar yezhoù nevez skoret gant ar mollad yezhoniel
2. An alberzioù: ar biziata hag ar reizhskrivañ e brezhoneg e-barzh Excel 2016 ha OneNote 2016
3. Outlook 2016 a ra gant ar bezhoneg ivez met gant an difazier Hunspell
Evit gouzout hiroc’h, kit war ar bajenn-mañ ha stailhit ar pakad brezhonek Hunspell war ho Mac.
4. Gant Word 2016 ha Powerpoint 2016 e teuio ar brezhoneg ivez a-raok miz Mezheven 2015
Gortozit eta... un taol-esae a c’hell bezañ graet dre ar stumm MacOffice 2011, kit amañ.