Embannet eo bet handelv 0.48.5 an arload Inkscape !
Ur meziant dieub da embann kevregadoù sturiadel gant barregezhioù damheñvel ouzh re Illustrator, Freehand, CorelDraw pe Xara X eo Inkscape. Arveret eo ar mentrezh restroù SVG (Scalable Vector Graphics : Kevregadoù Sturiadel Skeulaus).
Pal pennañ Inkscape eo krouiñ ur benveg tresañ galloudus hag aes da arverañ, kenfurm ouzh ar skouerioù XML, SVG ha CSS.
Arveret e vez gant meur a savenn, en o zouez : Microsoft Windows, Mac OS X, Linux ha FreeBSD.
Arc'hwelioù pennañ Inkscape
- Tresañ gant an dorn ;
- Tresañ gant krommennoù Bezier ha regennoù eeunennoù ;
- Tresañ linennoù kaerskrivet gant ar bluenn (skoret eo korn/gwask an tablerioù kevregat)
- Benveg Testenniñ (desteudañ, roud, nodrezh, marzekaat, lieslinenniñ) ;
- Eren, enporzhiañ ha sturiadelaat skeudennoù bitmap ;
- Treuzfurmañ keouenn (treuzkludadurioù, kemparzh, admentañ, c'hwelañ, distummañ) gant un doare etrewezhiat pe dre erspizadurioù niverel) ;
- Skorañ an treuzfollennoù ;
- Rummata dre verniañ an treuzfollennoù, ar strolladoù, hag an ergorennoù (z-order - urzh-z) ;
- Desteudañ ha dasparzhañ an ergorennoù, lakaat anezho war ur gael pe war zealfoù gwarellek, strewiñ ergorennoù ;
- Arc'hwelioù leuniañ ha trolinennañ kemplezh ;
- Arc'hwelioù gwezhiata war an treugoù ;
- Arc'hwelioù skorañ an testennoù hag an deouez ;
- Keweriusterioù an daolenn wenn etrewezhiat (TGE) dre ar c'homenad Jabber/XMPP. Drezañ e vez rannet un dresadenn ha savet dre genlabour, en amzer werc'hel pe dost, gant ur rouedad lec'hel pe dre Internet.
Arc'hwelioù nevez pouezusañ gant 0.48
- Daskemmet e vez meur a dreug war un dro
- Gwellaet eo bet binvioù zo : evit an destenn, evit labourat war ar c'hlomoù...
- Benveg Aervroust nevez
- Ezporzhiet e vez an tresadennoù gant LaTex
- Askouezh JessyInk a-benn sevel kinnigadennoù
- Ur bern beugoù zo bet ratreet
Ur video e galleg evit dizoleiñ Inkscape 0.48 amañ.
Pellgargañ ar goulev gant an droidigezh vrezhonek amañ.