Internet, d'an 28 a viz Du 2013. Gimp Team a ginnig deoc'h GIMP 2.8.10 pempet hizivadenn an handelv 2.8.

Reizhet ha gwellaet ez eus bet traoù e 2.8.10. Lennit amañ a-benn gouzout hiroc'h. 

Keweriusterioù nevez GIMP 2.8 :

 

Mod dre brenestr eeun

 

Ur c'hetal kenstrollet e-barzh ur prenestr hepken zo kinniget gant GIMP 2.8, gortozet e oa abaoe pell. Mar fell deoc'h e vez kinniget ar c'hetal boaz gant meur a brenestr dre al lañser Prenestroù/Mod dre brenestr eeun.

 


 

Setu amañ ar mod dre brenestr eeun evel ma vez kinniget gant GIMP. Ar malvennoù a-us d'ar skeudenn greiz a ro tro da dalvoudekaat ur skeudenn bet digoret e GIMP. Ar barrennoù a-serzh a ro tro da gemmañ ment an egor lakaet evit ar binvioù hag ar skeudenn. Lakaet e vo ar skeudennoù hag ar boestadoù emziviz e ivinelloù nevez a-benn na vo ket ret krouiñ prenestroù ouzhpenn.

 

Kemmañ yezh ar c'hetal

 

Bremañ e vez kemmet aes kenañ yezh ar c'hetal dre al lañser (moarvat e vo Gimp e galleg pa vo staliet evit ar wech kentañ) Edition/Embann > Préférences/Gwellvezioù > Langue de l'interface/Yezh ar c'hetal.

 

 

 

 

Ar strolladoù treuzfollennoù

Ar strollañ treuzfollennoù eo ur c'heweriuster bet goulennet abaoe pell gant kalz tud.Ouzhpennit ur strollad treuzfollennoù dre al lañser Treuzfollennoù > Strollad treuzfollennoù nevez.

War wel e teu ar strollad treuzfollennoù nevez war roll an treuzfollennoù.

Riklit ha pozit treuzfollennoù war ar strollad a-benn o ouzhpennañ d'ar strollad.

Daskemmet e vo ar gwezennad gant an ouzhpennadennoù.

 

Benveg treuzfurmiñ dre ur gloued

 

Ur benveg etrewezhiat eo hennezh savet e-pad Google Summer Of Code 2010. Evit ober gant ar benveg-mañ e treser ur gloued gant poentoù kenereet evel ma vez graet gant ar benveg Treug a gaver e Gimp. En ur zilec'hiañ ar poentoù e tistummer ar gloued ha dre se ar skeudenn ivez. Kit da welout ar video-mañ evit kompren penaos ez a en-dro, ur video a-zivout arver ar benveg.

 

Ar benveg Testenn

Arver an destenn war ar steuenn

Gwellaet brav eo bet ar benveg Testenn gant Gimp 2,8 : bremañ e vez biziataet an destenn war ar steuenn end eeun. Hegerz eo c'hoazh an embanner kozh dre an dibarzh Arverañ Embanner ar benveg Testenn. Degaset ez eus bet stiloù testenn e-kreiz an destenn. Pa vez ouzhpennet un destenn e teu war wel ur vandennad a-us d'an destenn. Ganti e vez kemmet ul lod eus lizherennoù an destenn : ar stiloù (tev, stouet, islinennet, barrennet), al liv, ar vent hag ivez an etrelinennañ hag an esaouiñ etre al lizherennoù.

 

Boestad emziviz evit ragarventenniñ ar binvioù

Ur ragarventennadenn a dalv da zibarzhioù enrollet e-barzh ur restr (da skouer ment, liv ha treuzweluster ur broust) a vez tapet gant ur c'hlik hepken. Ken eeun a dra ! Gant Gimp ez eus ur voestad emziviz a ro tro da grouiñ, ardeiñ hag embann dibarzhioù binvioù.

Un embanner ez eus gant an dibarzhioù enrollet. Gantañ e vez daskemmet an anv hag an arlun ereet ouzh an dibarzh enrollet.

 

Ar benveg tresañ

Embanner dialuskel ar broustoù

Ur voestad emziviz Dialuskoù ar broustoù ez eus gant Gimp 2.8. Dre al lañser Prenestroù > Boestadoù emziviz stagadus > Dialuskoù broust.

 

 

 

Ur strollad broustoù nevez

Ur strollad broustoù a gemer plas hini kozh Gimp. Ar broustoù heñvel o stumm gant mentoù disheñvel zo bet lakaet a-gevret en ur broust hepken. Daskemmet e vez ment ar broust. Broust niverus o tont eus Gimp Paint Studio a ya war wel.

Dre an ere-mañ e kavot broustoù keltiek evit GIMP.

 

Arc'hwelioù gwarediñ hag ezporzhiañ

Ur c'hemm bras eo al lañser nevez evit enrollañ ar restroù. Lakaet eo bet ar mentrezh XCF (mentrezh GIMP) da bouezus rak gantañ e vez miret holl roadennoù ho labourioù gant un doare difreuz. Gant al lañser Restr > Enrollañ e vez enrollet ar skeudennoù gant ar mentrezh XCF (ha mentrezhoù deveret xcf.gz ha xcf.bz2) hepken. A-benn enrollañ ar skeudenn gant ar mentrezh JPEG pe PNG, grit gant al lañser Restr > Ezporzhiañ.

Enrollañ evel : Enrollañ ar restr e mentrezh XCF gant un anv all. Da oberiant ez a ar restr nevez.

Enrollañ un eilad : Enrollañ ar restr e mentrezh XCF gant un anv all ivez. Ar wech-mañ e chom ar restr kentañ ar restr oberiant.

Flastrañ anv_ar_restr a ya war wel (a-us d'al lañser Ezporzhiañ) goude ma 'z eo bet digoret ur restr nad eo ket mod XCF (JPG pe PNG da skouer). Enrollet e vez un daskemmadenn vihan eus ur restr hep mont dre an arc'hwel ezporzhiañ.

Ezhomm o do arveriaded kozh GIMP un tamm amzer a-raok kemmañ o boazioù. Kempoelloc'h eo an doare nevez ha gantañ e vo miret ouzh koll ho roadennoù ma n'eo ket bet enrollet ur restr mod XCF.

 

Bommoù jedoniezh e-barzh ar maeziennoù niverel

Bremañ ez eus tro da skrivañ bommoù jedoniezh evel 978 + 50 pe 978 + 100in pe 978 + 15% c'hoazh.

 

Lakaet eo bet kefluniadur binvioù ar voestad binvioù er Gwellvezioù.

Dilamet eo bet ar prenestr Binvioù ha lakaet ez eus bet en e lec'h un dra gevatal a vez tizhet e gwellvezioù Gimp.

 

Traoù liesseurt

Ar varrenn a ya da horolaj

Lakaet ez eus bet un horolaj e-lec'h ar varrenn da ziskouez an araokadur a oa dindan ar skeudenn.

Skoret eo ar JPEG 2000

Barrek eo ar JPEG 2000 da goazhañ ar skeudenn hep koll perzhded, pezh n'eo ket ar JPEG klasel barrek d'ober. Ken mat ha skañvoc'h eo ar skeudennoù mod JPEG 2000.

Lufrañ an tresadurioù diuzañ hag an treugoù

Un dibarzh ouzhpenn da lufrañ an tresoù diuzañ ez eus gant Gimp a-benn ma vo lufroc'h an tresoù kromm.

Tapañ pajennadoù web

Tapet e vez pajennadoù internet gant Gimp 2.8. Dre Restr > Krouiñ > Diwar ar bajennad web...

 

Ezporzhiañ e mentrezh PDF

A-raok e oa ret ober gant al lañser Moullañ ha kaouet un doare moullerez evel PDF Creator a-benn krouiñ restroù mod PDF. Bremañ ez eus arc'hwelioù ezporzhiañ d'henn ober. Savit ur bajennad eeun dre al lañser Ezporzhiañ pe pajennadoù lies dre al lañser Krouiñ > PDF.

 

Lec'hienn GIMP

Pellgargañ GIMP evit Windows

Kelennskridoù evit GIMP

 

Dielloù :


Internet, d'an 3 a viz Du 2013. Gimp Team a ginnig deoc'h GIMP 2.8.8 pedervet hizivadenn an handelv 2.8.

 

Internet, d'an 21 a viz Mezheven 2013. Gimp Team a ginnig deoc'h GIMP 2.8.6 trede hizivadenn an handelv 2.8.

 

Internet, d'ar 5 a viz C'hwevrer. Gimp Team a ginnig deoc'h GIMP 2.8.4 eil hizivadenn an handelv 2.8.

Reizhet ha gwellaet ez eus bet ur bern traoù e 2.8.4.

 

Internet, d'an 24 a viz Eost 2012. Gimp Team a ginnig deoc'h GIMP 2.8.2 hizivadenn gentañ an handelv 2.8. Reizhet ez eus bet ur bern beugoù e 2.8.2.