Handelv 1.1 Clementine, al lenner sonerezh zo aet war wel.

Deuet eo er-maez nevez-zo handelv diwezhañ Clementine (an hini 1.1) e Brezhoneg penn-da-benn. Daoust da vezañ un tamm dianavezet, ez eo Clementine ul lenner sonerezh galloudus, evel Windows Media Player (pe iTunes, ma 'z oc'h boaziet d'an urzhiataerioù Mac). Frank eo, hag evit an holl reizhiadoù korvoiñ pennañ (da lâret eo Windows, Mac OSX ha GNU/Linux). Servij a ra da welet ho sonerezh war hoc'h urzhiataer ha da lenn ho tonioù dre ur roll-seniñ (playlist).

Unan eus perzhioù pennañ Clementine a zo ivez lenn ar sonerezh adalek an Internet war lec'hiennoù anavezet mat evel Spotify, Last.fm, Grooveshark hag all, met ivez adalek lanvioù boaz, a zo tu kavout war lec'hiennoù ar skingomzoù da skouer.

An doare gwellañ evit dizoloiñ ar meziant a zo e bellgargañ. Digoust eo evel-just !

Evit lakaat ar meziant e Brezhoneg, grit « Outils > Préférences » ha barzh an ivinell « Comportement » ez eus tu choaz ar yezh. Choazit Brezhoneg eta !

Komzoù ar ganaouenn emaoc'h o selaou a vez kavet dre internet end eeun. Kavez e vez titouroù diwar-benn an arzour ivez.

A-zivout an troidigezh e chom c'hoazh fazioù ha vioù-koukoug, met siwazh eo ret gortoz an handelv o tont evit ma vefe reizhet. Ma verzhit ur fazi a gredit ne vefe ket bet gwelet gant an droerien, pe ur ger implijet fall, kasit neuze ur postel da Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. evit ma vefe reizhet en handelv o tont.

http://www.clementine-player.org/br/