Un abadenn Linéo

Linéo a zo ur c’hoari a c'hoarier an eil a-enep egile. Evit gounit e rank ur c’hoarier lakaat e-steud 4 fezh un dezverk e boutin etrezo. N'eo ket dav d'ar c'hoarier lakaat 4 fezh war ar bladennad. Da skouer : 4 fezh toullet.

Ar c’hoarier a gomañs a vo tennet d'ar sord. Kregiñ a ra da c’hoari en ur zibab ur pezh evit ar c’hoarier all.
An eil c’hoarier a lak ar pezh war ur c’helc’h dieub eus ar bladennad ha dibab a ra ur pezh all evit ar c’hoarier kentañ.
Mont a ra war-raok an abadenn mod-se betek ma vo aet ar maout gant unan eus ar c’hoarierien pe betek ma vo lakaet an holl bezhioù war ar bladennad.

Rampo e vo an abadenn mar bez an holl bezhioù war ar bladennnad ha n'eus ket aet ar maout gant nep hini.

Ar bladennad hag ar pezhioù

Ar bladennad zo ront ha graet eo eus 16 karrezennad kempennet kemparzh e karrez.
Rummet eo ar 16 pezh hervez 4 zezverk : gwer pe limestra, ront pe garrez, uhel pe izel, leun pe doullet.

E deroù an abadenn ez eo kempennet ar pezhioù tro-dro d'ar bladennad.

Gant harp al logodenn ez eus tu lakaat ar bladennad da dreiñ. Ret eo lakaat ar reti warni ha dilec’hiañ ar reti en ur zerc’hel afell kleiz al logodenn pouezet.
Evit diuzañ ur pezh pe ur c’helc’h war ar bladennad ez eo ret klikañ warnañ gant afell kleiz al logodenn.

Ar gwel eus krec’h

Reiñ a ra ar gwel eus krec’h un alberz eus ar bladennad hag he fezhioù gwelet eus lein.
Klokaat a ra ar gwel-mañ ar gwel 3M ha ganti e c'hell lec'hiañ an dud pezhioù ar bladennad gant aez.

Ingal ez eo diskouezet ur boulig war ar bladennad evit ma vefe aes ober al liamm etre ar gwel 3M hag ar gwel eus krec’h.

N'eus ket moaien da oberiañ war ar gwel-mañ, n'eo nemet ur skoazell hewel. Evit gwelout pe guzhat ar gwel-se pouezit war afell F2 ho klavier.

Ar mod DiBoSubl

Evit gounit e rank ur c’hoarier lakaat e-steud pe ober ur c’harrezad graet eus 4 fezh un dezverk e boutin etrezo.

Neuze ez eus 9 zoare ouzhpenn d’hounit ! Deoc'h da c'hoari bremañ !



Pellgargañ amañ