Internet d'an 28 a viz Genver 2015 ez eo aet war-wel Inkscape 0.91.
Deouez ha digonusted
Ur benveg nevez evit an deouezadur diazezet war levraoueg Cairo ez eus gant Inkscape 0.91.
-
Gwellaet eo bet an digonusted. Herrekoc'h eo ar benveg nevez evit an deouezadur. Lakaet e vez er grubuilh ent emgefreek an deouezadurioù evit an ergorennoù kempleshoc'h a-benn gwellaat tizh ar respontoù e-pad an embann.
-
Kalz memor espernet. Bremañ ne ra ket Inkscape 0.91 gant kement a vemor hag Inkscape 0.48. pa vez digoret tresadennoù kemplezh. Arveret e vo 25% eus ar memor a oa arveret gant 0.48 evit tresadennoù zo. Digoret e vez restroù brasoc'h bremañ.
-
Ratreet ez eus bet ur bern beugoù a-fet deouezadur.
Ur skrammañ dre liveoù louedoù zo bet ouzhpennet evit diskouez un alberz e liveoù louedoù eus an dresadenn. Gant Pennlizh.+damsifr5 a dalv da drec'haoliñ ar modoù skrammañ pe e skrammañ dre livioù pe e skrammañ dre liveoù louedoù.
Ostilhoù
Gant barrenn reoliñ an ostilhoù evit Ostilhoù ar c'hlomoù ez eus ul lañser dibunañ da ouzhpennañ klomoù nevez war werzh pellañ ar regenn bet diuzet. Da skouer, ouzhpennet e vez ur c'hlom nevez war pik uhelañ ur grommenn en ur ober gant Enlakaat ur c'hlom war Y uc'hek.
Ostilh muzuliañ
An ostilh muzuliañ a dalv da vuzuliañ elfennoù an dresadenn. D'ober gantañ, klikit war an afell (reolenn), klikit war an dresadenn ha lakait ar bir da riklañ. End-eun e vo roet ar muzulioù evit al ledoù, ar c'hornioù e-pad ma vioc'h o tremen dreist an ergorenn emañ o tresañ.
Text tool
- Unanenn ment an destenn dre ziouer a dalv d'ar poentoù (pt) bremañ, personelaet e vez (
pks
,pt
,pc
,mm
,cm
,mtd
,em
) -
Adstummoù stiloù an nodrezhoù e vez diskouezet war varrenn ostilhoù an testennoù
-
Lennet e vez ar restroù gant testennoù o unanennoù e
em
gant un doare dereat
-
Gwellaet eo bet varrenn ostilhoù an ilrezennoù da ziuzañ ha daskemmañ arsavioù an ilrezennoù, da duginañ, arren, hag eren ilrezennoù
-
Rummet e vez an ilrezennoù dre o livioù, o anvioù hag o arver e Leuniañ/Tresañ
-
Adanvet e vez an ilrezennoù e Leuniañ/Tresañ
Boestad emziviz, h.a.
-
Ur spletad afelloù nevez ez eus gant Inkscape 0.91 war ar voestad emziviz Desteudañ ha dasparzhañ anvet Eskemm al lec'hiadurioù. Drezi e vez eskemmet lec'hiadurioù an ergorennoù bet diuzet gant an arzhour.
-
In the following example, three objects were selected, and their positions were exchaged with each other (using this new feature) according to their selection order.
-
Div afell all ez eus war ar voestad, drezo e vez eskemmet an ergorennoù bet diuzet, diazezet war urzh ar bern (ibil-z) pe eskemmet e vezont gant roud ar bizied diazezet war lec'hiadur an ergorenn war ar bajenn.
-
-
Berradennoù klavier (Ctrl+Alt+Niverennoù an DamSifr) evit ar gwezhiadurioù desteudañ
Ur c'heweriuster nevez a dalv d'un dibab diwar ul lañser Dre Embann > Diuzañ an hini heñvel pe d'ul lañser kemparzhel mar bez kliket azehou ganeoc'h. Dibaboù all ez eus dre Diuzañ an hini heñvel, en o zouez : kenglotañ al leuniañ gant an tres, kenglotañ gant an tres nemetken, kenglotañ gant stil an tres pe genglotañ gant rizh un ergorenn.
Treuzfollennoù
-
Riklit ha laoskit un dreuzfollenn da gemmañ urzh an treuzfollennoù ha da grouiñ istreuzfollennoù
-
Dibarzhoù Diskouez/Kuzhat an holl dreuzfollennoù en ul lañser kemparzhel
Arouezioù
Ur voestad nevez evit an arouezioù ez eus gant Inkscape. Ul levraoueg arouezioù zo skrammet drezi gant pemp rummad arouezioù : arouzeioù a-fet mezoniezh, arouezioù a-fet dezougen, arouezioù kartennoù, lunioù diervadoù ha lagadennoù komz (bandennoù treset). Lennit Wiki Symbols Dialog e saozneg evit gouzout hiroc'h.
Testenn ha nodrezhoù
-
NEVEZ : sevel a ra ur roll gant an nodrezhoù arveret en teul bremanel e krec'h ar prenestr
-
NEVEZ : diuzañ a ra an holl ergorennoù mod testenn gant an hevelep nodrezh evel un diuzad bremanel
Treuzfurmiñ
-
C'hwelet e vez an ergorennoù gant roud ar bizied pe gant roud gin ar bizied
-
Bremañ e tap ar merkerioù liv an ergorennoù
-
Dre glikañ war ar reolenn e vez diskouezet/kuzhet an dealfoù
-
Ur skritell ez eus gant an dealfoù bremañ, hag al liv a vez despizet gant an arveriaded ivez. Da lakaat ur skritell pe ul liv war un dealf, daouglikañ war ar sturlinenn da lakaat boestad emziviz ar perzhioù da vont war-wel.
Lañser/Haeziñ
-
Tizhet e vez elfennoù ar c'hetal dre ar c'hlavier gant ALT+Stokell e kalz boestadoù emziviz.
-
Ar boestadoù emziviz "Testenn ha nodrezh", "Leuniañ ha tresañ", ha "Gwiriadur ar reizhskrivadur" zo bet ouzhpennet da lañser kemparzhel an ergorenn mod testenn (kilañ a-zehou)
-
Strollañ/Distrollañ diwar al lañser kemparzhel
Skor ar mentrezhioù restroù
Adskrivet eo bet ar siloù evit ar restroù mod EMF ha WMF. Bremañ e vezont arveret gant an holl savennoù. Gallout a reot eilañ ha pegañ restroù mod EMF eus un arload dre Windows hag Inkscape dre Linux.
-
An dibarzh Enrollañ an drekleur a ro tro d'an arveriaded da zibab mar bez enrollet an drekleur gant pep treuzfollenn e Gimp.
- An doareenn
label
a vez arveret gant an treuzfollennoù pe, ma n'eo ket bet despizet,an doareennid.
-
Dibarzhioù nevez evit an diarunusted
-
Un ivinell nevez evit ar Skoazell
-
Reishaet ez eus bet beugoù hag evezhioù zo