Internet e miz Meurzh 2016 ez eo aet war-wel LibreOffice 5.1.1 gant The Document Foundation.

Evel boaz, kalz traoù nevez a zeu gant an handelv-mañ, en o zouez :

 PELLGARGAÑ LIBREOFFICE

Writer


- Boestad emziviz ar reizhskrivañ n'en em serr ket ent-emgefreek ur wech echu gwiriadur ar reizhskrivañ (Marek Dolezel)

- Gweredekaet eo an intañvezed/emzivaded dre ziouer evit gwidennadur an destenn evit an teulioù nevez. (SIL)

- Lizhiri dre doueziañ : enkorfet eo despizadur tarzh ar roadennoù (lennit blog entry) (Miklos Vajna, Collabora)

 

- Ouzhpennet eo bet an dibarzh Kuzhat an esaouennoù gwenn war al lañser Skrammañ (Ashod Nakashian, Collabora)

- En alberz ez eus ur vaezienn da enankañ an niverenn bajenn a fell deoc'h tizhout. (Gülşah Köse)

 

 

Kempennet eo bet war ar varrennad kostez :

Ar maez leuniañ

    

Dibarzhioù ar biroù

 

Reolerezhioù an esaouiñ ha gwiskadur an testennoù

 

 

Gwiriadur ar reizhskrivañ

 

Un afell evit ouzhpennañ arouezennoù arbennik pe zivoutin ez eus bet ouzhpennet war ar voestad emziviz (Caolán McNamara, Red Hat, Inc.).

 

Adkempennet eo bet lañserioù

Ouzhpennet ez eus bet ul lañser Stiloù (Yousouf Philips)

 

Calc

 - Arc'hadoù nevez evit ouzhpennañ renkoù dindan ha bannoù war an tu dehou. (Philippe Jung)

 - Kemmet eo bet ar verradenn glavier da skrammañ tarzhioù ar roadennoù : CTRL + PENNLIZH + F4 ha deverket eo bet F4 da wintañ daveoù ar c'helligoù. (Dennis Francis)

 - Diskouezet e vez gwerzhioù an arventennoù ha disoc'hoù war pajennad ar frammad gant skoazeller ar c'hevreizhennoù. (Benjamin Ni)

 

 

Stadegoù : argizañ uelinennek, treoliek, argemmvac'hel : Ouzhpennet ez eus bet ur voestad emziviz nevez evit ar stadegoù a-benn jedin ar argizañ. (Tomaz Vajngerl, Collabora)

Roadennoù ▸ Stadegoù ▸ Boestad emziviz an argizañ

 

- Kempennet ez eo bet lañserioù kemperzhel ar bannoù hag ar renkoù (Yousuf Philips)

 - Ouzhpennet eo bet an ezporzhian evit ar restroù mod PNG. (Miklos Vajna, Collabora)


 

- Un dibarzh ez eus da glask hedadoù mentrezhet en ur ober gant ar varrenn glask hag ar voestad emziviz "Kavout & Amsavin". (Dennis Francis)

 

 

 

Keflusker ar reollunioù

Daveoù frammet an taolennoù (Eike Rathke, Red Hat)

Keweriet eo bet an destrizhadurioù evit an daveoù frammet an taolenn a chome e 5.0 :

 Talbennoù bannoù an taolennoù a c'hall bezan hep un destenn a dalvfe da endalc'hadoù ar c'helligoù.

      • Evit an dra-mañ e vo krouet anvioù diabarzh evel Bann1, Bann2 evit ar stlennvonioù nevez.

      • Enporzhiet e vez an anvioù diabarzh diouzh teulioù ar renkelloù mod OOXML ha mont a reont en-dro c'hoazh er reollunioù.

    • Pa vez enrollet e mod OOXML e vez skrivet an daveoù frammet bremañ (ne vint ket treuzfurmet d'un notenn evel A1 ken), ha miret eo kemperzh an daolenn.

    • Pa vez enrollet e mod OOXML e vez ezporzhiet ledadoù ar stlennvon despizet evel elfennoù <taolenn>.

  • Mar bez daskemmet endalc'had ur gellig-talbenn e vo hizivaet anvioù bannoù an daolenn diabarzh.

    • Mar bez diverket endalc'had ur gellig-talbenn ez ay en-dro ar reollunioù o taveiñ ouzh anv ar bann hag daskemmet e vezont en ur ober gant an anv kent.

    • Pa vez eilet endalc'had ur gellig-talbenn e vo lakaet un niverenn da anvioù ar bannoù. Da skouer, mar bez daou dalbenn Drouizig e-barzh ur gellig e vo krouet Drouizig ha Drouizig2. Tizhet e vo diouzhtu bommoù ar reollunioù ez eus anezho.

    • Pa vez enlakaet bannoù e-barzh un daolenn e vez ganet ent-emgefreek anvioù bannoù gant un niverenn evit ar c'helligoù talbennoù goullo en ur zeraouiñ gant niverenn ar bann e-barzh an daolenn. Da skouer, mar bez enlakaet daou vann a-raok un trede e talvezo an anvioù ganet da Column3 ha Column4.

      • Hizivaet e vo anvioù ar bannoù bet krouet mar bez enanket testenn e-barzh ur gellig c'houllo evel-mañ.

    • Unel eo anvioù ar bannoù diabarzh e-barzh un daolenn, pezh a zo kevazlammet gant skramman bommoù ar reollunioù.

 

 

Impress ha Draw

  •  Ouzhpennet ez eus bet arc'hadoù merdeiñ hag arc'hadoù rummañ evit an treyonennoù, gant berradennoù klavier (Philippe Jung, Yousuf Philips)
  • Skrammet e vez ar pajennadoù mestrez gant un drekleur disheñvel diouzh drekleur ar pajennadoù dre ar gwel boaz. (Katarina Behrens, CIB)

 

Diuzadañ modoù Impress

 Meur a vod a oa e Impress

  •  Pajenn da embann endalc'hadoù treyonennoù
  • Pajenn vestrez da embann endalc'her an treyonennoù

  • Notennoù da ouzhpennañ notennoù

  • Notenn vestrez da embann endalc'her an notennoù

  • Steuñv da vrastresañ ur ginnigadenn

  • Brudfollenn da zespizañ mentrezh ar brudfollennoù

  • Rummerez an treyonennoù da aozañ ur ginnigadenn

 

Diaes e oa merdeiñ etre ar modoù mistri ha modoù reizh. Ivinelloù a-us d'ar vaez labourat a lamme eus an tu dehou d'an tu kleiz o kemer plas war ar skramm.

Ouzhpennet ez eus bet div arlun evit boestadoù ostilhoù bremañ :

  • unan evit trec'haoliñ hewelder an ivinelloù. Kuzhet eo dre ziouer.

  • unan evit diuzañ ur mod e-touez ar re veneget a-us.

 

 

Neuz an treyonennoù

Gant boestad emziviz an neuz evit an treyonennoù e Treyonenn ▸ Ergrafañ treyonenn ▸ Dibab un neuz treyonenn e vo tizhet an holl dreyonennoù (skoueriek) bet diuzet. (Caolán McNamara, Red Hat)

 

Keita al led hag ar sav

Pa vez diuzet meur a elfennoù e vez skoret (dre ur c'hlik a-zehou) dre al lañser kemperzhel Keita al ledoù pe Keita ar savoù. Evel-se e vez kengeidet ment (sav pe led) an ergorennoù diuzet hervez led/sav an ergorenn bet diuzet da ziwezhañ. (Caolán McNamara, Red Hat)

 

Enrollañ ur skeudenn drekleur

Dre glikañ a-zehou war un dreyonenn e c'haller enrollañ skeudenn an drekleur en ur restr ; kenglotañ a ra gant an dibarzh a oa a-raok Despizañ skeudenn an drekleur. (Caolán McNamara, Red Hat)

 

 

Ardreuzadoù mod OpenGL

Dezouget eo bet an holl ardreuzadoù mod Open GL betek OpenGL 2.1+, pezh a zilam ar skor evit an ardreuzadoù evit ar c'horrgewerieroù kozh. Un arver well eus ar re nevesañ a vo aotreet avat. Ouzhpennet ez eus bet ardreuzadoù nevez a c'houlenn OpenGL 3.2+. (Emmanuel Gil Peyrot, Collabora; Tomaž Vajngerl, Collabora)

Terenn-vel

 

Houlennañ

 

 

Strinkellikat

 

Gant ar c'hetal

 

Boestad emziviz ar restroù a-bell

  •  Gant ar skramm deraouiñ ha war al lañser Restr ez eus bet ouzhpennet un elfenn Digeriñ restroù a-bell evit digeriñ restroù kadavet e Google Drive, OneDrive, SharePoint, h.a. (Szymon Kłos, GSoC 2015; Yousuf Philips, Heiko Tietze)
  • War al lañser Restr ez eus bet ouzhpennet un elfenn Enrollañ war un dafariad a-bell evit enrollañ restroù e Google Drive, OneDrive, h.a.

 

  PELLGARGAÑ LIBREOFFICE

ROLL KLOK AR C'HEMMOÙ